Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/307

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 299 —

nozvez hag hanter kant. An oll a boanie hag a laboure goalc’h-kaloun. Goude beza toullet an douar, freuzet meur a damm moger, torret ha bruzunet n’oar den ped roc’h vraz, ec’h em gafchor dirak eur c’hrill houarn. Adre ar c’hrill-ze oa Relegou eun den enn eun arched mean. Kerkent ha ma oue digoret e teuaz euz an arched eur c’houez ker mad ma ne c’hell ket oll bokedou c’houez-mad an douar rei eun hevelep c’houez.

Dioc’htu m’oa kaset ar c’helou-ze dez-han, ar Pap a c’hourc’hemennaz da Eskibien Asiz, Nocera, Spolet, Perouz ha Foligno ober eun enklask var ar pez a ioa lavaret dez-han, sellet piz ouz kement tra a velchent, pe a viche disklerriet dez-ho, ha taoler evez ouz peptra evit gouzout hag ar Relegou-ze a ioa e guirionez Relegou St Fransez. An Eskibien a reaz ho enklask gand ar brasa lealded. Kredi a reant dirak Doue, dioc’h m’o d’oa guelet ha klevet, oa ar Relegou-ze Relegou St Fransez, hag hen disklerria a rejont d’ar Pap.

Ne oue ket avoalac’h an dra-ze c’hoaz. Hon Tad Santel Pi VII a hanvaz Kardi-