Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/308

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 300 —

naled ha Theolojianed euz ar re zesketta, da zellet pisa ma c’helchent ouz kement tra o d’oa lavaret an Eskibien, ha da velet ha n’oant ket faziet enn eun tu bennag. Ar Gardinaled hag an Theolojianed, goude beza great d’ho zro dirak Doue, ar pez a ioa gourc’hemennet dez-ho, a zisklerriaz, oa guir penn-da-benn ar pez o d’oa lavaret an Eskibien.

Setu perag d’ar bemp a viz kerzu, er bloaz 1820, Hon Tad Santel, enn hano an Iliz, enn hano J.-K., m’eman enn he leac’h var an douar, ne c’hell na fazia na beza faziet, a zisklerriaz evel guirion eo Relegou St Fransez, ar Relegou kavet dindan Aoter vraz an Iliz a ioa savet var Greac’h ar Baradoz.


FIN.