Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/309

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 301 —





PEDENNOU


EPAD AN OFERN


————


Enn hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel.

Evel-se, bezet great.


Va c’haloun a zo bet enn dudi ar vrasa p’am euz klevet ar c’homzou-man : « Distrei a raimp da di an A. Doue. » Setu petra gane ar Juzevien p’oue disklerriet dez-ho e tistrochent da Jeruzalem. Ha me ive, p’am euz klevet kleier va farrez o seni evit va gervel d’an ofern, em euz santet va c’haloun o tridal em c’hreiz ; bag e teuan, el laouenedigez ar vrasa, d’en em deuler d’an daoulin dirazoc’h, c’houi, o va Doue, hag oc’h euz lakeat va iaouankiz da veza kenn dinec’h, ha kenn neat a bec’hed.

Siouaz ! petra eo deuet da veza an derveziou heuruz-se ? D’ar mareou-ze, ne zonjenn nemed e Doue, n’en em blijenn nemed enn he di !… Hag herrio, o va Zalver, petra ounn deuet da veza ?… Barnit ac’hanounn, mez, me ho ped, ne vezit ket re rust enn ho parnedigez.

Gouzout a ran em euz great kals pec’hejou. Hen anzao a ran dirazoc’h, dirak ar Verc’hez Gloriuz Vari, dirak an Ebestel heuruz, St Per ha St Paol, dirak an oll Zent. E meur a c’hiz em euz pec’het, dre zonjezonou, dre gomzou, dre oberou : aliez ive em euz dilezet ar pez a c’hour-