Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/310

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 302 —

c’hemennac’h. Dre va faot, ia dre va brasa faot em euz pec’het, ha n’em euz leac’h ebed, o va Doue, d’ho tamall, rak ho kraz n’eo jamez manket dign.

Mez, o va Doue, ha n’oc’h-hu ket ar Pastor mad a zilez he vandennad denved evit mont, adreuz al lann hag an drez, varlerc’h an oan dianket ? Ha n’oc’h euz-hu ket lavaret euz muioc’h a joa er Baradoz, o velet eur pec’her o tistrei ouzoc’h, eged a zo o velet naontek-ha-pevar-ugent den mad o kenderc’hel enn ho stad ? M’en em daol d’an daoulin dirazoc’h : ne zisprijit ket eur galoun glac’haret ha rannet oll.

Roit dign ar pardoun euz va fec’hejou : Lakiit em c’hreiz eur galoun nevez, eur galoun hag a vezo atao a-du ganeoc’h, ha ne vevo nemed evidoc’h !

Epad an Introit.


Aoutrou Doue, deuet ounn d’en em sklerijenna he c’harz o treid. Dirazoc’h ounn daoulinet : Va c’haloun a domma, guelet a ran e chachit ac’hanoun varzu ennoc’h. Komzit ive-ta, Aoutrou, ho servicher a zelaou ac’hanoc’h.

Epad ar C’hirie.


O tad oll c’halloudek, oc’h euz hor c’hrouet,

Bezet truez ouzomp.

O Jesuz-Krist, map da Zoue, deuet evit savetei ar bec’herrien,

Bezet truez ouzomp.

O Spered-Santel, a voalc’h hag a laka neat ar c’halounou,

Bezet truez ouzomp.