Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/312

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 304 —

noun, ar pez a reot a vezo mad, rak, ar pez a reot em c’henver, a vezo evidoun ho faltazi, ha va brasa c’hoant eo plega atao a galoun vad d’ar faltazi-ze. O va Doue, deskit dign pedi.


Epad an Abostol.
Lizer St Per — Trede pennad.


Va Breudeur muia karet, bezit atao unanet etrezoc’h dre ar garantez ar vrasa, kemerit perz an eil e poaniou egile. Na it ket d’en em zevel : en em izellaat a zo guelloc’h d’eoc’h. Na it ket da rei malloz evit malloz, roit, er c’hountrol, ho pennoz d’ar re a daolo ho malloz varnoc’h : An dra-ze a rankit da ober mar fell d’eoc’h kaout bennoz an A. Doue. Ha m’an deuz c’hoant unan bennag da veza heuruz, zoken var an douar, ha dreist oll er bed all, e tle diouall he deod dioc’h an drouk-prezegerez, gand aoun da lavaret gevier, rak ar gaou a ia a bell hag a bad pell. Na it ket ive-ta d’en em zispenn a daoliou teod an eil egile. Pellait dioc’h an drouk ha grit ar mad. Klaskit ar peoc’h ha lakit hoc’h oll nerz d’he derc’hel etre Doue ha c’houi, etre c’houi hag ho nesa, rak Doue a zell atao gand karantez ouz ar re vad, hag he ziouskouarn a zo bepred digor evit selaou ho fedennou.


Epad ar Graduel. — Araok an Aviel.


Heuruz an nep en em ro penn-da-benn da Zoue ! Enn-han eman he oll vad, he oll fizianz, he oll esperanz. Petra eo evit-han madou ha kollou ar bed-man ? Petra eo dez-han ha klenved ha iec’hed ? Euz a berz Doue e teuont oll, ha Doue epken eo he oll vad.