Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/313

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 305 —


Enn-han eman he oll fizianz. Ne gount ket var mignouniach tud ar bed, rak mignouniach ar bed-man a dremen buan, ma ne deu ket aliez da drei e trubarderez.

Enn-han eman he oll esperanz : oll vadou, oll blujadurezou ar bed-man ne c’hellont ket karga mad avoalac’h he galoun. An den a zo krouet gant Doue evit he garet hag he zervicha, setu perak n’eman he heurusted nemed e Doue epken, ha setu perak ive eman enn-han he oll espepanz.


Epad an Aviel.
Aviel St Vaze, — Unnekved pennad.


D’ar mareou-ze, Jesuz a lavaraz ar c’homzou-man : C’houi oll hag a zo pleget a zindan ar beac’h euz ho pec’hejou, deuit oll d’am c’haout ha me ho tizammo ; ha me, el leac’h an distridigez, a skuillo eul laouenedigez nevez enn ho kaloun. En em lakiit ep aoun ebed da heulia va lezenn, lezenn an Aviel. Grit an dra-ze, hag e velfot dreizoc’h oc’h unan peger madelezuz ounn enn ho kenver, ha pegement e tiskennan betek enn-hoc’h evit diskouez d’eoc’h n’ounn ket eur mestr rust, mez eur mignoun karantezuz. Mar kirit ober kementse e kafot ar peoc’h d’hoc’h ene, rak servicha ac’hanom-me a zo eun dra zouz meurbed, ha servicha ar bed a zo trenk a c’houero.

Ar c’homzou emaoun o paouez lenn a zo komzou Doue he unan. O va Doue, ra deuio ho komzou da sklerijenna va spered, da laouenaat va c’haloun, da rei dign nerz nevez da vale varzu ennoc’h ! Ho komzou, hoc’h aliou eo boued va ene. M’en em blij o lenn anez-ho,