Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/314

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 306 —

me garfe ho c’haout atao dirak va daoulagad, ha skrivet kenn doun em c’haloun ma na c’helfenn jamez ho ankounac’haat. Ra deuio ho komzou, o va Doue, da greski va feiz ha d’am staga muioc’h-mui ouzoc’h ! Nann, nann, bikenn ne z’ign a enep ho kourc’hemennou ; bikenn ne zelaouign an dud fall ha difeiz a brezek a enep ho lezennou.


Epad ar Gredo.


E peleac’h eman hor feiz, o va Doue ? E Epeleac’h e kavor an testeniou a roomp anez-hi ? Ha kredi a reomp, e guirionez, n’eo ar vuez-man nemed eun huvre, n’emaomp var ar bek douar-man nemed evel tremenidi da c’hedal mont da eur vuez all hag a bado atao ? Ha sonjal a reomp e rankomp kaout poan var an douar evit beza eun dervez heuruz gand Jesuz enn he Varadoz ? Ha kredi a reomp n’eo oll draou ar bed-man nemed traou vean ha dister a ielo e moged ? Ha kredi a reomp n’eman ar guir heurusted nemed goude ar maro, gand Doue enn he Varadoz ?

Kredi ! ha kredi a reomp e guirionez ? Hor c’haloun, hag en em blijout a ra o sonjal er guirioneziou a rankomp da gredi ? Ar feiz, hag hi a zo ar penn-abek euz hon oberou ? Hag hi eo a sklerijenn ac’hanomp e kement a reomp ? Hag hi eo hor reolenn pa rankomp lavaret hor ger var eun dra bennag ? Siouaz ! e leac’h kaout eur feiz birvidik enn hor c’haloun e vevomp, ne gredan ket lavaret evel loenet mud, mez evel tud ha n’o deuz relijion ebed. Hag e guirionez, an nep a gretfe, evel ma z’eo dleet, ar pez a rankor da gredi, hag en a rafe ar pez a reomp-ni ?