Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/317

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 309 —

evit-ho. Ar bedenn-ma a gasan deoc’h a-unan gant pedennou ar Verc’hez Gloriuz Vari, mamm d’Hor Zalver J.-K., gand pedennou an Ebestel, an oll Verzerrien, ar Zent hag ar Zentezet euz ar Baradoz.

Plijet ganeoc’h, o va Zalver, selaou mouez va c’haloun, ha diskennit var an aoter.


Epad ar Gorreou.


Ar Batriarchet, ar Brofeted an dud santel deuet var an douar abaoue m’oa krouet ar bed, a bede, a hirvoude hag a c’houlenne, dre glemmou doaniuz, guelet an Oan a dlie dizamma ar bed euz he bec’hejou. N’eo nemed goude tremen pemp mil vloaz m’oue selaouet ho fedenn !!!

Ha me, n’ounn nemed eur pec’her digaloun, hag a ia da velet o tiskenn var an Aoter, dre nerz komzou ar belek, korf ha goad an Oan-ze gortozet keit all ! Ia, J.-K. a ia da ziskenn euz an Env… Eman var an Aoter, korf ha goad !…

Plega, stoui a ran va fenn : ne gredan ket sevel va daoulagad. Kredi a ran, o va Doue, emaoc’h aman dirazounn, var an Aoter. Adori a ran ar goad sakr oc’h euz skuillet evidomp oll, ha fizianz em euz, ne vezo ket kollet evidounn. Me a ro d’eoc’h va buez evel m’oc’h euz roet hoc’h hini evidounn.


Goude ar Gorreou.


Skuillet oc’h euz, o va Zalver, betek ar berad diveza, ho koad evidounn var menez Kalvar. Ha n’oa ket avoalac’h an dra-ze evit diskouez ho karantez evit an dud ? Nann, eme c’houi, rak falvezet eo d’eoc’h diskenn var an aoter, dirak va daoulagad, dre nerz ar c’homzou a lavar ar belek enn hoc’h hano.