Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/319

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 311 —

Diouallit ac’hanounn dioc’h pep drouk, dreist oll dioc’h poaniou an ifern a bado da vikenn.

An dra-man a c’houlennan, ne ket dioc’h ma talan va unan, mez dioc’h ma tal pedennou hag oberou-mad ar Verc’hez Vari, re an Ebestel St Per ha St Paol, ha re an oll Zent hag an oll Zentezet euz ar Baradoz. A zindan skoazell ar Verc’hez, ho mamm, hag hini an oll zent-man ec’h en em lakaan, en eur bedi ac’hanoc’h a greiz va c’haloun d’am diouall, e kreiz fallagriez ar bed, dioc’h kement tra a gasfe ac’hanounn da goll.


Epad an Agnus Dei.


Va Zalver J.-K., c’houi eo guir Oan Doue lakeat d’ar maro evit paea an dle dleet d’hor pec’hejou. Petra n’oc’h euz ket great evidomp ? Petra n’oc’h euz ket great evit digeri d’eomp dor ar Baradoz ? Douget oc’h euz ho kroaz, savet oc’h var menez Kalvar, marvet oc’h, ep en em glemm evidomp ! Ha ni, tud digaloun, an disterra tra, ar bianna poan, ha pa ne ve ken nemed evit madou ar bed-man, ni a deu d’en em jala, d’en em glemm, hag avechou d’en em zevel enep d’hoc’h, o va Zalver ! Ah ! deskit dign plega a galoun d’ar pez a fell d’eoc’h, ha bezit truez ouzign.


Ar Gommunion.


Emaoc’h breman, o va Doue, o rei d’ar belek ho korf hag ho koad santel. Pebez eur-vad m’am biche gellet ho tigemeret ive va unan em c’haloun, hoc’h adori eno, ha komz d’eoc’h euz va ezomou ! Mez siouaz ! re a bec’hejou am euz great. Setu perak e skoan var va stomok en eur lavaret : Domine non sum dignus : Nann, Aoutrou, ne ket neat avoalac’h va c’haloun evit rei d’eoc’h eun digemer evel ma z’eo