Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/320

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 312 —

dleet. Oh ! Nag a avi am euz ouz ar re a velan o tostaat ouz an daol zantel ! Breman em euz mez ha keuz o veza bet kenn dianaoudek enn ho kenver. Ah ! pardoun, va Doue, pardoun evit va oll fec’hejou ! A vizikenn me a ziouallo, me a gaso divar va zro aliou ha kuzuliou fall an drouk-spered, hag em bezo, c’hoant em euz da vianna, an eur-vad d’ho tigemeret va unan em c’haloun. Netait, va Doue, netait va ene, va lakiit e doare vad da gommunia er c’henta amzer !

Da c’hedal an eur-vad-se, plijet ganeoc’h, o va Doue, rei perz dign er grasou a deu, dre gommunion ar belek, ha dre gommunion an dud vad all, d’ar re a zo aman enn ofern-man. Grit, dre nerz ar Zakramant santel, ma startaio va feiz, ma kresko va esperanz ha ma krenvaio va c’harantez, evit n’em bezo mui kenn sonj nemed ac’hanoc’h kenn plujadur nemed ganeoc’h. — Evelse bezet great !


Epad an oremuz diveza.


Roit d’eomp, o va Doue, dre an dalvoudegez en he far euz an ofern emaomp o paouez selaou, ar pardoun euz hor pec’hejou, hag an oll grasou a zo red d’eomp evit ober hor zilvidigez. Lakit ho karantez birvidik enn hor c’haloun, hag ar c’hoant aketusa da ober ar pez a blijo d’eoc’h. Lakit ac’hanomp ive da c’houzaon, ep en em glemm, techou fall hon nesa, oc’h anzao enn hor c’haloun hon unan, eo hon techou fall-ni brasoc’h eged ho re. Lakit ac’hanomp da garet hon nesa eveld’homp hon unan, er guel ac’hanoc’h.

Deskit d’eomp beva var an douar evel guir gristenien o d’euz c’hoant da ober kement a zo red evit beza heuruz ganeoc’h evit jamez, enn ho Paradoz.