Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/321

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 313 —


Epad bennoz diveza ar belek.


Dreinded Santel, er penn kenta euz an ofern-man, em euz en em arbedet ouzoc’h : hoc’h hano a ioa var va muzellou. Mad, me fell dign ive kaout ho pennoz araok mont kuit. Abalamour da-ze, e plegan va fenn, pa deu ar belek da rei dign he vennoz, enn hano an Tad, ar Map hag ar Spered-Santel. Ra jommo ar bennoz, roet enn hano an Dreinded, skrivet doun em spered hag em c’haloun, ma tremenign an deiz-man e guir garantez an A. Doue.


Epad an Aviel diveza.


Verb eternel, map da Zoue an Tad, sklerijenn ar bed, deuet da ziskouez ha da zigeri d’eomp hent ar Baradoz, n’am lezit ket da veza henvel ouz ar Juzevien ne fellaz ket dez-ho hoc’h anaout, nag anzao oac’h ar Mesi, Salver ar bed. Me hoc’h ador, me hoc’h anavez evit va Zalver ha va Doue. Kredi a ran, esperout a ran, pa z’eo guir oc’h en em c’hreat den evidomp, em bezo diganeoc’h an oll grasou em euz izoum evit mont d’ho kaout, d’an heurusted a bado da viken.


Goude an Ofern.


Me ho trugareka, o va Doue, evit ar c’hraz em euz bet diganeoc’h da glevet an ofern-man. Ped all n’o deuz ket bet an eur-vad-se ? Marteze ounn bet eur pennadik bennag dizonj ; pardoun a c’houlennan diganeoc’h. Mar gellan e vezign guelloc’h en amzer da zont. Sonj em bezo euz ho trugarez ; hag, euz a vreman, me a lakaio va oll nerz da veza aketusoc’h, evit diskouez d’eoc’h, ho karan e guirionez a greiz va c’haloun.

18