a reas enn ti, buanna ma c’helle evit hen tenna a zindan goaperez tud kear. Deuet enn ti, e rebechaz dez-han c’houero. he ziskianterez ; hen alia a reaz da zistrei d’he labour guechall, ha da rei dourn dez-ban da ober he gonverz. Fransez ne rea van ebed ouc’h he glevet. Neuze e z’eas kement a zrouk e Bernardon ma krogaz enn-han, ha mac’h en em lakeaz da skei varn-han evel var eur c’hi. Fransez a c’houzan ve pep tra ep en em glemm. O velet kement-se he dad her chachaz gant-han hac her strinkaz enn eun toull du a ioa dindan eur skalier, hag eno her stagaz gand eur jadenn houarn en eur lavaret dez-han e chomche eno keit ha ma kendalc’hche da veva enn eur c’hiz ker mezuz ha kenn diskiant. Fransez a ioa rannet he galoun oc’h ober kement-se a boan d’he dad, mez mouez ar grusifi a gleve atao o voudinella enn he skouarn, hag e lavare out-han he unan komzou an Abostol St Per : Guelloc’h eo senti ouc’h Doue eged ouc’h an dud.
Ne c’houzor ket pegeit eo chommet Fransez enn toull du a zindan ar skalier, mez gouzout a reor penaoz e teuaz kuit.