Evel ma’z oa bet embannet ar gouel enn oll barresiou a dro-var-dro, ec’h en em gavaz, enn dervez-se, eun ingroez a dud e kear Lesneven. Kement hini a ioa e karg a ranke dont di dindan boan da veza torret. Ouc’hpenn-ze, kals tud divar ar meaz, dre c’hoant da velet traou nevez ha da c’houzout penaoz e rea ar republik he c’houeliou, a zilezaz ive ho farrez hag a ieaz e kear. D’ar mare-ze, Lesneven a ioa eur gear vraz ha brudet, eur gear hag a ioa ennhi tud a vrezel ha tud a lezenn ; er penn kenta edo euz a geriou Bro-Leon.
An dispac’h e deuz he dibennet ; breman an dud a vrezel hag a lezenn a zo eat da Vrest pe da eul leac’h-all, hag ar ieot a zao herrio, etre ar vein, dre ar ruiou, e kear Lesneven. Ha n’euz ket aze, Lesneveniz, peadra evidoc’h da drugarekaat ar republik ?
Ne ket eb souez ive ’ta mar doa kals tud dirak skeuden Mirabeau.
Kement a ranket da ober a ioa merket penn-da-benn. Lavaret oa peur bale, peur ehana ; peur mont araok, peur dont adren ; peur chomm er za, peur mont var bennou an daoulin ; peur oa krial, peur oa serri ar ginou. Gand ar republikaned ne ket ar galoun nag ar skiant a zelaoued ; ar pez a veze gourc’hemennet a ranket da ober, pe e plijo ganeoc’h, pe ne raio ket. D’ezho al liberte da c’hourc’hemenn ar pez a geront, d’ar re-all an urz da zenti, e pep tra, evel loened mud, ouc’h ar pez a vez gourc’hemennet d’ezho. Neuze oa an traou er c’hiz-se, breman eman er memez tra gand ar memez rumm dud ; an urz vad hag a berz Doue ne d’eo netra evitho ; faltazi an den, n’euz fors pegen diskiant eo, eo a ra al lezenn.
Hogen, gourc’hemennet oa d’an oll mont var bennou ho daoulin dirak skeuden Mirabeau, pa viche kanet eur zoun hanvet Marseillez. Kerkent ha ma oue klevet ar c’homzou kenta euz ar zoun-ze, kabiten ar zoudardet, a c’haoliad var he varc’h, eur blumachenn venn, glaz ha ruz var gern he dok, a griaz a-bouez he benn :
Daoulinit-oll !
Ha raktal ar pennou braz a gear a gouezaz-oll d’an daoulin, var ar vein. Kollet o doa ho fenn, a gredan ; ne ouzounn ket e peleac’h edo ho skiant vad... An dud divar ar meaz, avad, a jomme sounn en ho za, ho zok pe ho boned var ho fenn, en eur farsal, en eur c’hoarzin, en eur vadinat