Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/105

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
emgann kergidu

— Ia, ia, guir a leverez ; an traou-man n’int nemed sorc’hennou lu : deomp ac’halenn d’ar gear.

— Mad a livirit, deomp kuit. Ha c’houi o piche biken kredet en diviche gellet skiant eun den huvreal traou ker zot ?

— Birviken jamez. Mez, kleo, ar re-man a zo republikaned, hag ar rumm dud-se o deuz pep seurt sonjou nemed sonjou mad.

— Peoc’h a vezo aze, eme kabiten ar zoudardet, atao var he varc’h.

— Peoc’h da biou, eme Fanch Vian ? Da dud hag a gemer Breiziz evel chatal mud ?

— Er meaz a Vreiz an divroidi, eme Dider Dindaon ! D’eomp-ni hor bro gand hor feiz hag hor Rouanez, d’ehoc’h c’houi hoc’h hini, gand ho republik, mar kirit.

— D’an traon ar republik ! d’an douar Mirabeau ! eme Fanch Vian.

Ha kant mouez a griaz varlerc’h Fanch Vian :

D’an traon ar republik ! d’an douar Mirabeau !

Neuze ez eaz kounnar enn dud a vrezel. Ar c’habiten a c’haloupe gand he varc’h dre greiz ar bobl ; ar zoudardet a dennaz ho c’hlezeier ; ar goad a ioa o vont da ruilla var bave Lesneven, pa griaz adarre Dider Dindaon gant he vouez a gloc’her, kren ha nerzuz :

— Deomp kuit, va bugale, deomp d’ar gear, ha lezomp an diotienn-man da ober ho diotachou er c’hiz ma kirint.

Ker buan e savaz en ho za eur bagad tud, ne oufac’h ket. Hent Kerlouan, hent Plouneour, hent Landerne, a ioa leun a dud o vont kuit. Pep hini a iea varzu he gear, lod droug ennho, lod-all goloet a vez o velet petra a reat enn ho bro, aziaraok ken stard enn he feiz.

Dider Dindaon ha Fanch Vian a deuaz ho daou dre hent Plouescat, eur strollad tud enn dro d’ezho.

En eur vont er meaz a gear, e velchont, dirag he di, Kolaik Leskonnek o tifretal he zivreac’h, evel pa viche kollet he benn ganthan. Kerkent ha ma oue en em gavet dirazhan Dider Dindaon ha Fanch Vian, Kolaik a c’houlennaz digantho :

— Da... da... da beleac’h e... ez... it, goazed ?

Kolaik a ioa eun tamm saoz.

— D’ar gear ez eomp, Kolaik, eme ar re-man.

— Ma.... ma.... mad a rit. Te.... te.... te Lesneven eo ko... ko... kollet herrio ho fenn gan... gan... gand an dud.