Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
emgann kergidu

— Her guelet mad a reomp, siouaz ! Kolaik, hag abalamour da ze ez eomp d’ar gear.

— Gue... gue... guell a ze. Ha c’houi, tu... tu... tud iaouank, ne ankou... kou... kounac’hait james an Aoutrou Doue, na... na... nag an Aoutrou Christ binniget, na... na... nag ar Verc’hez Vari.

« Evel a velit, n’edo ket kear Lesneven a bez, var al leur gear, oc’h adori Mirabeau.

Lezomp Dider Dindaon, Fanch Vian hag ho zud da vont da lavaret ho fedennou d’ar gear, ha distroomp var al leur-gear da velet penaoz ez a gouel Mirabeau.

Pennou braz kear, evel m’am euz her lavaret d’ehoc’h, ar re a dlie rei skouer-vad d’ar bobl ha miret na viche saotret ho c’hear gant traou ker zot, a gouezaz da genta d’an daoulin, evel tud dibenn ha diskiant. Unan epken a gredaz chomm en he za, he dok var he benn. Hennez oa an Aoutrou Feburier, barner a beoc’h, e Lesneven. Er penn kenta, den n’en doa taolet evez outhan ; an oll a ioa troet ho fenn da zellet ouc’h Dider Dindaon ha Fanch Vian, o vont kuit gand paotred ho bro. Mez pa oue achu an tamm kabal a reaz ar re-man o vont enn ho hent, an oll a jommas sebezet o velet an Aoutrou Feburier, sounn en he za, he dok var he benn. Eat oa d’ar gouel abalamour ma ranke mont, rag e karg edo ; mez n’en doa ket evit-se kollet he skiant na nac’het he relijion.

Pa velaz an oll var ho daoulin o kana meuleudiou da Virabeau, e kriaz abaouez he benn :

— Idolatriach ! [1] idolatriach eo kement-man !

Mar o doa sellet an dud ouc’h Dider Dindaon ha Fanch Vian, e tigorchont brasoc’h c’hoaz ho daoulagad da zellet ouc’h an Aoutrou Feburier, ne heane da grial :

— Idolatriach ! idolatriach !

He vignouned a deuaz d’her c’haout hag a zache var he zillad evit ober d’ezhan daoulina eveldho. Mez hen, digeflusk ha sounn evel eur peul, a grie atao :

— Idolatriach ! idolatriach !

An tammou lakisien euz a gear hag ar zoudardet, a grie ive :

— D’an daoulin ! d’an daoulin ! Feburier !

  1. Ar ger idolatriach a zo eur ger gallek evit lavaret rei da draou krouet an enor dleet da Zoue epken.