Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
emgann kergidu

— Nann, biken, eme an Aoutrou Feburier, gand herder ! Me ne adoran nemed eun Doue, krouer an env hag an douar. Idolatriach a zo aman, Aoutrounez, idolatriach epken.

Ar c’habiten, var he varc’h, a deuaz beteg ennhan :

— D’an daoulin, Feburier, emezhan ; d’an daoulin.

— Nann, birviken. Ne zaoulinan nemed dirag Doue evit hen adori, pe dirag ar zent evit ho fedi.

Eur guchen soudarded, hardiseat o velet hag o klevet ho c’habiten, a deuaz, d’ho zro, d’he gaout, ho c’hlezeier en noaz gantho ha savet azioc’h he benn :

— D’an daoulin, Feburier ; dizolo da benn, emezho, en eur ober an neuz da skei varnezhan.

— Skoit pa gerfot, soudardet difeiz ha diskiant, me ne grenan ket dirazoc’h ; ho klezeier ne reont aoun ebed dign. Jamez ne zaoulinign, rak ne adoran ha ne adorign nemed eun Doue epken.

He c’hreg, an Itroun Feburier, a ioa e prenestr he zi o sellet outhan, ha n’oa ket evit tenna he daoulagad divarnhan. Petra iea dre he c’haloun o velet, er c’hiz-se, he fried var var da veza lazet ? Petra ? Selaouit hag her c’hlefot. Ne d’an ket da esa her c’hounta d’ehoc’h ac’hanoun va-unan. Guelloc’h e kavan lenn d’ehoc’h al lizer a skrivaz, var an dra-man, d’an Aoutrou Floc’h, persoun Lesneven hag he fersoun, a ioa, d’ar mare-ze, e Bro-Zaoz, abalamour m’en doa ranket kemeret an teac’h, dre an abek n’en doa ket touet heuill lezennou dizoue ar republik :

« Ken aliez gueach, emezhi, m’her c’hleven oc’h anzao he feiz hag o krial : idolatriach ! idolatriach ! e kave dign e neue va c’haloun enn eur mor a zudi, hag em boa c’hoant da veza bet enn he gichenn, krog enn he vreac’h, hor bugale enn dro d’eomp. Fouge a ioa ennoun o kaout eur pried ker kalounek. Pa veliz e kemere an traou eun dro fall, e lakiz va diou verc’h ha va daou faotrik var ho daoulin, evit pedi Doue da rei nerz ha kaloun d’ho zad da harza beteg ar maro, mar doa red. Ar c’hlezeier a luc’he a-uz d’he benn. Dek soudard, ho c’hountet mad em euz, a dro bek ho fuziliou varzu ennhan ; kredi a rean edont o vont d’he zrailla... ha va c’haloun a zaou-hantere etre ar spount hag al levenez !... Klask a rean para va daoulagad var he re evit lavaret d’ezhan, dre zin, e kaven mad ha kaer ar pez a rea, hag ec’h alien anezhan da genderc’hel. Abaoue en deuz lavaret dign n’en doa sellet ouzign nemed