Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
emgann kergidu

diou veach epken, gand aoun, emezhan, na viche deuet ar guel ac’hanoun da voukaat, da deneraat he galoun ha d’hen dinerza, pe d’hel lakaat da ober eun dra-bennag a re dre garantez evit ar relijion. »

Fanch Vian ha Dider Dindaon o doa, en eur vont kuit, lakeat eun tamm kemmesk etouez an dud : komzou ha skouer an Aoutrou Feburier a zigoc’hennaz daoulagad kement den divar ar meaz a ioa c’hoaz chommet var leur-gear Lesneven. Oll e safchont en ho za en eur grial evel an Aoutrou Peburier.

— Idolatriach ! Goaperez ! Idolatriach !

Ar gouel a achuaz e kreiz an hu hag ar mallosiou a laoske mignouned ar republik. Kement hini n’edo ket o choum e kear Lesneven, a en em dennaz d’ar gear buanna ma c’hellaz.

Pa oa eat pep hini enn he hent, pa ne jommaz mui, e Lesneven, nemed tud kear ha republikaned diroll, ar zoudardet a falvezaz d’ezho lakaat an Aoutrou Feburier da baea, dre ar maro, an dismeganz en doa great var Mirabeau ha var ar gouel burzuduz great enn he enor.

An Aoutrou Feburier a ioa chommet en he za, evel araok, he dok var he benn, e kreiz al leur-gear, da zellet ouc’h an dud divar ar meaz o vont pep hini d’he barrez. N’oa ket deuet zoken enn he benn ar zonj da dec’het kuit. Evelse oa eaz d’ar zoudardet her c’haout. Dont a rejont varzu ennhan evit her lac’ha raktal, pe, d’an nebeuta, evit her c’has gantho d’ar prizoun. Mez kaout a rejont tud da zerc’hel penn outho. An Aoutrou Feburier, abalamour d’he vadelez ha d’he garantez evit ar paour, abalamour d’he eeunder e kenver an oll enn he vicher a varner-a-beoc’h, a ioa brudet mad e kear ha karet kerkouls gand ar pinvidik evel gand ar paour. Dre-ze, pa dosteaz ar zoudardet evit kregi ennan, ar C’hard nasional a Lesneven, a ioa ive ho armou hag ho fuziliou gantho, a lavaraz grons ha dichek e tennchent didruez var ar zoudarded, mac’h esachent ober an disterra drouk d’an Aoutrou Feburier. Hag ar zoudarded a rankaz plega.

Kaloun Lesneveniz n’oa ket fall. Touellet oant bet gand divroidi fallakr ; eat oant d’ho heul var an hent fall. Eur gomz kalounek a berz an Aoutrou Peburier, a oue avoualac’h evit ho sklerijenna hag ho digas var an hent mad.

Ouc’hpenn, gourdrouz a rejont. Ar C’hard nasional a