Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
emgann kergidu

laerez an arc’hant, devi an tiez ha lac’ha an dud pa glaskent miret outho ober ho fallagriez. Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h ped banden a ioa er c’his-se dre ar vro, na kounta d’ehoc’h an drederenn zoken euz ho goall-oberou. Lavaret em beuz d’ehoc’h perak. Ne lavarign d’ehoc’h nemed eur ger epken euz ar vanden a ioa eat euz a Vrest varzu Lokournan ha goueled Leon.

Me gred e rankent beza bet oc’h ober ho zro varzu Plougonvelen ha Plouzane, rak var dro eiz heur diouc’h ar mintin, goude beza karget mad ho c’hof ha lipet meur a vanne, ec’h en em gafchont e tal kouent Sant-Vaze, var riblen ar mor, e kenver kerik vian Konk-Leon. Eno, enn eur park, oa eur paour keaz koz o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija eur gazeliad bodou lann, hag e lavare outhan he-unan :

— Bremaik, en eur virvi va banne zoubenn ar brignenn, me a c’hello tomma va izili morzet gand ar ienien hag ar gosni.

Ar paour keaz koz ne c’houie ket oa tud fallakr o sellet outhan !

Unan euz an arme noar her guelaz, ha ker buan e lavaraz d’he gamaraded :

— Setu a-hount unan hag a ve brao da ziskar, avad.

Koulskoude ne ket ar guel euz ar paour keaz eo a dlie hen alia da ober drouk d’ezhan, rak koz ha daou-bleget oll, evel ma oa, ne c’helle ober aoun ebed da zen. Ne dlie ket sonjal, ken nebeut, oa kals arc’hant enn he c’hodellou, rak ouc’hpenn ma’z oa toull he zillad e meur a leac’h, e viche bet nec’het an hini en diviche ranket lavaret pe liou en doa bet an tam mezer kenta en doa griet ar c’hemener p’edo oc’h ober ar porpant-se, ker penseliet oa. N’euz fors, sevel a reaz he fuzil d’he skoaz, biza a reaz en eur lavaret d’he gamaraded :

— Sellit, paotred, penaoz e tiskaran-me va den d’an douar.

An tenn a grozaz hag ar paour keaz a ruillaz d’an douar, he benn var he gazeliad lann seac’h.

N’oa ket evelato maro-mik. Ar zoudard digaloun a gargaz adarre he fuzil, hag a lavaraz da bevar-all dont d’he gaout evit tenna a-unan ganthan var ar paour.

Kement-se a badaz eur pennadik, hag epad ar pennad-se, an hini koz a ruille var an douar oc’h esa en em zevel.