Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
emgann kergidu

an hini n’en doa ket, a iea da glask, ha kaout a rea, rak var bord ar mor, e pep ti peurvuia, e vez eur fuzil evit tenna, epad ar goan, var an ouidi gouez a deu, euz ar mor doun, da glask ho zamm boued var an douar.

Tostaat a rea an abardaez ; an arme noar a gendalc’he da laerez, da zibri, da eva ha da ober drouk d’an dud e kear Konk.

Roparz Menguy, euz he gostez, a ioa gand he dud, daou-ugent den, kountet mad, kaloun enn ho c’hreiz ha ioul enn ho fenn, enn eur c’hraou da dud ar Poder, e Kreac’h-ar-Stank, a zeou d’an hent pa’z eer euz a Gonk da Lokournan.

— Erru an abardaez varnomp, eme Roparz Menguy ; ne zaleo ket ar vuntrerien fallakr ha digaloun-zont da vont enn ho hent. Bet int oc’h ober ho reuz dre Blouzane, ne zistroint ket ’ta dre an tu-ze ; ne daint ket dre an treaz da Bloumoguer, ne ouzont ket an hent. Va c’hreden-me eo ez aint varzu Lokournan. Mad, neuze e rankint tremen dre bount Kerian. Eno ho gedan, hag eno e kavint ho maro, mar sentit ouzign, m’hen tou d’ehoc’h.

— Eo, eo, senti a raimp, kement a giri a vezo great, Roparz Menguy, hag e ve mont d’ar maro e ve.

— Nag ho kas d’ar maro, na mont ganeoc’h d’ar maro, ne ket va sonj. Fourra ploumm kaled ha ien e penn ar vuntrerien a ouzoc’h, ho douara-oll, evel chas klan, hennez eo va mennoz.

— Brao, brao, Roparz Menguy, da zourn dign ma stardign anezhan. Te, evidot da veza iaouank c’hoaz, a zo den a benn hag a galoun.

— Bizomp mad, ha skoomp eeun ; diouallit da grena ; arabad eo e vankfe hini he zen.

— Bez dinec’h, Roparz Menguy, va fuzil-me a zo a zaou denn, ha, m’hen tou did, daou zen ive a ziskarign.

— Ho klevet a ran, ha va c’haloun a drid em c’hreiz ouc’h ho klevet ; mez tenna var dud ne ket tenna var ouidi gouez eo. Tenna var eun den... Eun dra griz eo kement-se, hag ho tourn a c’hellfe krena.

— Hon dourn-ni krena ?

— Ia, ia. Tenna var dud !...

— Daoust ha tud eo ar vanden loened gouez a zo digouezet er mintin-man e Konk, goude beza lac’het, var ho hent, daou baour keaz koz ne reant ha n’oant evit ober drouk ebed d’ezho ?