Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
emgann kergidu

— Nann, nann, eme an oll a-bez, ar re-ze ne ket tud int kentoc’h e vent diaoulou dislounket gand an ifern.

— D’ar groug, d’ar maro ar vuntrerien.

— Avoualac’h eo kement-man ; barnet int. C’hoant hoc’h euz ’ta e vefenn-me lakeat da vestr varnoc’h ?

— Ia, ia, Roparz Menguy. Te eo ec’h euz savet an taol-man, dide eo d’he gas da benn. Oll e sentimp ouzit ha kement a liviri a vezo great.

— Mad, setu aman petra a raimp : kargomp da genta hor fuziliou ha kargomp anezho mad. Goude-ze e tiskennimp, a-hed ar c’hleuz, d’an traon, dre bark ar Stank ; mont a raimp enn tu-all d’an dour da guzet e lost koat maner Kerian. An Aoutrou de Kersauzon, pa deuio enn dro d’ar gear, ne lavaro netra d’eomp. Eno e chommimp da c’hedal. Pa vezo an arme noar treuzet ar ganol ganthi, pa vizint o vont da zevel d’ar c’hreac’h, enn tu-all, varzu Lokournan, var eur ger euz va ginou e skoimp a-unan, enn eun taol, var ar vuntrerien difeiz ; pep hini a vizo he zen hag hen diskaro. Mar chomm unan-bennag en he za, ar re ho deuz fuziliou a zaou denn, a skoio ractal varnezho evit ho douara evel ho c’hamaraded. Arabad eo ez afe unan epken kuit.

— Tridal a ra hor c’haloun enn hor c’hreiz ouc’h da glevet, Roparz Menguy, ha mall hon euz da skei var an arme noar.

— Mad, neuze deomp enn hent, ha deomp sioul gand aoun da veza na guelet na klevet. Mez araok, lavaromp a-unan hag a galoun eur Bater hag eun Ave Maria, evit diskuez d’an Aoutrou Doue ha d’ar Verc’hez Vari n’emaomp ket oc’h esa ober droug ; ne reomp nemet difenn, gand lealded, hor bro hag hon tud.

Hag an daou-ugent den iaouank a Gonk, var bennou ho daoulin, dizolo ho fenn, harpet var ho fuzil, a lavaraz a galoun eur Bater hag eun Ave Maria. Goude-ze e safchont en ho za, ha Roparz Menguy a lavaraz d’ezho :

— Diskarg eo hor c’haloun dirag Doue, deomp ive ’ta enn hent dispount ha dinec’h.

— Ia, deomp enn hent ha diskaromp d’an douar an dud digaloun deuet er vro evit lac’ha tud koz ha paour ne reant droug ebed d’ezho.

N’oa ket goal bell abaoue m’edont e koat Kerian ; amzer o doa bet epken d’en em renka a-hed ar c’hleuz, ha da ober peb a riboulik da veg ho fuziliou, dre greiz ar c’harz, evit