Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
emgann kergidu

gellout guelet mad enn hent-braz, pa glefchont o tont dioc’h tu Konk eur chaok hag eur cholori ker skiltruz ha iouc’herez paotred ar Zabat, enn nosvez m’o doa kaset gantho eur c’hemener da goania, enn eur foennok distro, leun a lagennou. Anat oa ez oa ar re-ze an arme noar. Dont a reant buan avoualac’h, rak tostaat a rea an noz. P’oant en em gavet var bount Kerian, unan anezho, o sellet ouc’h al lenn a zo a zeou d’an hent, a c’halvaz eur c’hamarad d’ezhan :

— Sell ’ta, Bombanz, emezhan, na braoa lenn !

— Ia, eul lenn dour ! Peuh ! An dour ne ket mad ; guelloc’h e viche eul lenn guin-ardant.

— Daoust ha ne c’heuz ket bet avoualac’h a vin-ardant da eva ? Ne ket an dra-ze am euz c’hoant da lavaret did. Sonch ec’h euz a Doull-al-Lakez, e-harz Pont-Krist, var hent Plouescat ? Ankounac’heat ec’h euz ar c’hoarz hor boa great eno gand eur vaouez koz, a reat eur soeur anezhi ?

— Nann, mestr, n’em euz ket ankounac’heat hor boa taolet eur vaouez koz, eur chapelet stag ouc’h he c’hostez, e kreiz Toull-al-Lakez, hag edomp, hon ugent, peb a geuneuden ganeomp, enn dro d’an toull, evit miret outhi da zont er meaz.

— Krag, an dra-ze eo. Me gaf dign, Bombanz, guelet c’hoaz an hini goz oc’h astenn he daouarn, hag, en eur zisteuler an dour e doa evet epad m’oa bet oc’h ober he zro e goeled an toull, o tispourbella he daoulagad da zellet ouzomp. Pebez c’hoarzaden a zave en hon touez, pa c’helle unan ac’hanomp rei d’ezhi eun taol peul var he fenn evit he c’has adarre da ober eun dro-all d’ar goeled !

— Mad, mestr, me a c’hoarze ive evel ar re all, mez evelato me em oa truez outhi.

— Truez, Bombanz ! Oh ! oh ! N’out mad nemed da garga da gof, evel a velan. Pa vezo red, evit difenn ar republik, rei eun taol kleze, pe tenna eun tenn fuzil, Bombanz a ielo da guzet : aoun en devezo da ober zoken eun tamm hillik d’an noblanz ha d’ar veleien a ioa ker kriz e kenver ar bobl.

— Nann, mestr, Bombanz, ma kaf mad he vanne, a zo evelkent enn he greiz kaloun eur republikan. Ha n’hoc’h euz ket a sonj euz an Itron Koatanskour, a vaner Kerian, e parrez Sant-Vouga ? Piou en doa dalc’het he zreid d’ezhi da rosta enn tan, ken ne doa lavaret e peleac’h oa kuzet he arc’hant ?