Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
emgann kergidu

ha m’oa eat ar zoudardet d’ar presbital, ec’h en em ruzaz er meaz euz an iliz, ha, kuzed gand eur guchenn tud vad, e c’hellaz, abarz nemeur, mont kuit euz a gear. Eur veach eat kuit euz a Lokournan, ec’h en em lakeaz da vale lijerra ma c’helle. Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h dre be hent oa eat ; ar pez a zo guir, eo pell araok m’oa noz, oa en em gavet e Larret, neuze parrezik vian, dianket var ar meaz, hag herrio chapel a barrez Porspoder. Eno e chommaz e kuz e ti an Aoutrou persoun, he gamarad koz.

Epad m’edo an Aoutrou Poullaouec o vont varzu Larret, ar zoudardet a zebre, a eve hag a lakea ar presbital var an tu enep. O velet ne gavent ket a arc’hant, ha ne deue persoun ebed var ho zro, e teuaz eun tamm nec’h d’ezho ; dont a rejont d’an iliz ; n’oa den ebarz, nag Aoutrou persoun, na den-all ebed. Ma n’hoc’h euz biskoaz guelet droug e den, n’o piche nemed beza bet neuze e iliz Lokournan, hag o piche guelet. Ne c’hellan ket lavaret d’ehoc’h ar sakreou nag ar mallochou a oue neuze laosket el leac’h ma ne glevet aziagent nemed kuzuliou mad, meuleudiou Doue ha kanaouennou santel. Klasket e oue an Aoutrou persoun e pep leac’h, betek enn tour zoken ; goude-ze e oue furchet kement ti a ioa e kear, mez atao enn aner, rak, gouzout a rit, d’ar mare-ze, an Aoutrou Poullaouec a ioa pell dija var hent Larret.

Ar c’hloc’her a c’hoarze enn he galoun hag a lavare outhan he-unan :

— M’en deuz guelet meur a hini, kabiten ar zoudardet, n’en doa ket guelet c’hoaz kloc’her Lokournan.

E fesoun oa c’hoant braz da lakaat ar graban var an Aoutrou Poullaouec, rak, evel n’her c’havet ket e Lokournan, e oue kemennet da eur vanden-all a zoudardet dont euz a Vrest da zikour furcha kement kougn a ioa er vro, adalek Konk beteg Guitalmeze. E parrez Ploumoguer e chommaz hanter-kant soudard epad eur miz. Kement ti ha kement kraou a ioa er barrez a oue furchet meur a veach, rak an Aoutrou Poullaouec a ioa euz ar barrez-se. Evel a ouzoc’h, furcha a rejont enn aner ; ne d’eaz den da Larret, rak Larret, evel m’em euz lavaret d’ehoc’h, a ioa eur barrezik vian : daou di epken oc’h ober bourg.

Eno oa kuzet an Aoutrou Poullaouec. Evelato n’edo ket en he eaz : diasur e kave he lojeiz ha c’hoant tremen da Vro-Zaoz en doa. Evel ma’z oa anavezet ha brudet mad dre ar vro, e kavaz, e parrez Porspoder, daou zen a galoun evit