Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
emgann kergidu

vont da oferenna. Kaer oue sini ar c’hloc’h ha gervel an dud, den na deuaz var dro. Eun heur hed-a-hed oa bet ar persoun intru er segreteri, he zillad oferenna var he gein, o c’hedal tud da zont d’he ofern. Den na deuaz er meaz euz he di ; ne oue ket zoken kavet eur bugel da respount ouc’h an ofern. O velet kement-se, ha skuiz o c’hedal, me gred (ne gaf ket dign e viche dre vez e viche bet, avad, rak an nep a nac’h he relijion hag he Zoue, n’en deuz mez dirak netra), ar persoun intru a lavaraz da gabiten ar zoudardet oa guell d’ezho lezer an ofern a gostez ha mont d’an ti-kear evit lakaat var baper oa hen guir bersoun Plougerne. Ar c’habiten a ioa nec’het avoualac’h o velet ne deue den var dro an iliz, hag a respountaz :

— Ia, guelloc’h eo d’eomp. Eno da viana e kavimp tud, rak ma ne deu ket ar pennou braz anezho ho-unan, me a gaso va zoudardet d’ho c’herc’hat ; an urz-se a zo roet dign e Lesneven.

Ar pez a oue lavaret a oue great. Ar persoun Gall a ziviskaz he zillad oferenna, hag a ieaz da gaout ar zoudardet d’an ti-kear.

Ker goullo oa an ti-kear evel an iliz ; n’oa ket eur penn kristen ennhan. Neuze ez eaz drouk er c’habiten hag e c’hourmennaz da lod euz he zoudardet mont da ober tro ar bourk, ha digas gantho ar goazed a gafchent enn ho c’hear. Ar zoudardet a ieaz da ober tro ar bourk, mez dre ma’z eant e kavent komzou rok ; den na deuaz gantho, hag an oll a zelle a gorn outho. O velet kement-se, e krogaz aoun ennho hag e tistrojont da gaout ho c’habiten. Heman a grogaz aoun ennhan ive, o klevet peger rok oa an dud. Petra oa hen hag he zoudardet etre daouarn Plougerneiz, mac’h en em zavont en he enep ?

Nann, den n’en em zavaz ; pep hini a jommaz sioul ha didrouz enn he di. Kenteliet mad oa bet an oll var an dra-man. Gouzout a reat pegen didruez ha peger kriz e veze ar republikaned, dreist pep tra pa veze roet abek d’ezho. Den ne lavaraz goal-gomz, mez den ebed ive na deuaz muioc’h var ho zro enn ti-kear, eget n’oa bet enn iliz.

O velet-se, ar c’habiten a gasaz pevar zoudard var varc’h da Lesneven da gerc’hat soudardet-all hag a lakeaz taboulinat dre ar bourk e viche barnet raktal d’ar maro an nep a esache ober an disterra drouk d’he zoudardet. Lakaat a reaz ouc’hpenn divazoulenna ar c’hleier, gant aoun na vichent