Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/132

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
emgann kergidu

sounet, epad an noz, da c’hervel ar barrisioniz da zont d’ar bourk varnezhan. Goude-ze e lakeaz pevar zoudard, daou var loan ha daou var droad, da ober goard var an ti-kear, el leac’h m’edo o krena gand he bersoun intru. Ar re a ra fall a vez aounik. Den ne reaz van dre Blougerne ; pep hini a ieaz d’he vele, glac’haret evit guir, mez leun a fizianz e Doue.

Antronoz vintin, da beder heur, oa chaok ha glabouz dre vourk Plougerne. Petra ioa ’ta a nevez ? N’oa netra a nevez nemed m’oa deuet, en dro-man, eur strollad mad a zoudardet da Blougerne. Etre mil ha daouzek-kant a ioa anezho, hag ouc’hpenn eur pez kanol hag en doa eur ginou du. Breman n’o deuz ken a aoun, ha setu perak e reont kement a drouz. Evit dihuna an oll er bourk hag e tro-var-dro, pemp soudard a zavaz enn tour ha gantho peb a vorzol houarn evit skei var ar c’hleier, rak, evel a ouzoc’h, n’oa bazoulenn ebed ennho. A benn eur pennad goude an traou-ze, var dro eur c’houeac’h heur bennag, ar persoun Gall a ieaz d’an iliz, forz soudardet enn dro d’ezhan. Hag hen a lavaraz he ofern ? Ne oufen ket her lavaret d’ehoc’h, rak den euz a Blougerne na ieaz var he lerc’h. Marteze enn dro-man unan-bennag euz ar zoudardet en doa respountet he ofern d’ezhan.

Var dro eiz heur e oue dijuni. Eun daol a ioa savet e porz ti-kear ; kement tra vad a oue kavet e pep ti a oue digaset di : guin ha guin-ardant a oue a forz, ha, pa zavaz ar zoudardet diouc’h au daol, oa ker ruz ho fenn ha kribell eur c’hillok. Goude-ze e ouent kaset, etre teir lodenn, da ober tro ar barrez evit digas gantho d’ar bourk ar pennou brasa euz ar barrez hag ho lakaat da anaout ar persoun intru Gall, evit persoun guirion Plougerne.

Teir heur goude kresteiz oa pa zistrochont enn dro, ha n’oa den ebed gantho. Dre ma’z eant, e kavent enn tiez tud rok, hag a lavare d’ezho : « Grit hervez ho faltazi gand ho persoun ; lakit-hen enn hon iliz, mar kirit, pa’z eo guir oc’h ar vistri ; evidon-me ne dign ket var dro. Me ne ran droug ebed d’ehoc’h, ha ma esait ober droug d’in-me, abarz nebeut parrez Plougerne a zo var zao, hag hini ac’hanoc’h ne d’ai e beo ac’halenn. » Ar c’homzou-ze a dorraz var ar zoudardet. Eur guchenn vrao oant, evit guir, met petra oa mil pe daouzek-kant den etre daouarn Plougerneiz, ma viche eat drouk mad ennho ?

O velet an dro a gemere an traou, an hini a ioa e penn an