Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/139

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
emgann kergidu

Pa deu ar bleiz euz he goat da glask he breiz var ar meaz, an oll a gri : Harz ar bleiz ! Pa oue guelet ive an Tunk hag he zoudardet o klask beleien hag o laerez ilizou, an dud vad a gase keleier euz an eil bourk d’egile. Abalamour da ze ne gafchont ket muioc’h a veleien e Plouescat eget n’o doa kavet e Cleder.

Betek aman, an Tunk ne rea ket kals forz pe en diviche paket beleien pe n’en diviche ket, rak ouc’h beleien Plougouloum, Sibiril ha Cleder, n’en doa ken drouk nemed an drouk o deuz an dud fall ouc’h an dud vad. Mez aman ne ket ar memez tra. Beleien Plouescat, Guinevez ha Trelez, eo o doa great droug d’ezhan, var he veno, o viret outhan da ober holenn en aot ar C’hernik, hag, e guirionez, ear ar vro eo ez oa. Setu perak ez a diez he benn, o velet ne gaf hini ebed er gear euz a veleien Plouescat. Koulskoude ho hanoiou a ioa ganthan merket mad var baper ; n’oa ket zoken espernet eur c’hloarek iaouank, an Aoutrou Got, bet abaoue persoun e Cleder, ha rener Kastel en doa roet urz d’ezhan, var he c’houlen, da veza didruez en ho c’henver ha d’ho c’has oll d’ar prizoun da Vrest.

Diez he benn, an Tunk a iea dre ruiou Plouescat en eur c’houlen digant an oll kelou euz ar veleien. Enn aner e c’haloupe, den ne zigoraz he c’hinou ; koulskoude meur a hini a c’houie e peleac’h oa kuzet ar veleien. O velet ne gleve netra gand den, e lakeaz embann dre bevar gorn ar bourk, gand he zoudardet, oa deuet d’ar presbital Herve Gorrebloue da glask unan euz ar veleien da vont buan-ha-buan da rei sakramant an Nouen d’he vevel, a ioa faoutet he benn gand eun taol ru digant ar marc’h limounn. A benn eur pennad goude-ze, e oue great kloc’h-galf, evel evit ar badichantou, hag e oue adarre embannet, dre ar bourk, oa enn iliz eur c’hrouadur toc’hor o c’hedal eur belek d’he vadezi. Den na deuaz da glask ar veleien, rak anat oa d’an oll n’oa an traou-ze nemed gevier. Ma viche bet izoum euz a unan-bennag anezho, ne ket soudardet an Tunk a viche bet karget euz ar gevridi-ze.

Ne zivinfac’h biken ar pez a deuaz e penn an Tunk, o velet n’oa ket evit diboufa unan epken euz a veleien Plouescat. Lakaat a reaz adarre embann oa daou zen iaouank enn iliz o c’hortoz eur belek d’ho eureuji. Daoust ha ne c’houie ket, an den diskiant a zo anezhan, e ranker, araok dimezi, beza embannet teir gueach enn iliz, epad an ofern-bred, hag