Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/140

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
emgann kergidu

evelse e tlie ar veleien gouzout peur o doa eureujou da ober ? Me gred e ranke beza dallet gand an drouk a ioa ennhan. Ma ne reaz den a van o klevet klask ar veleien da rei an Nouen hag ar Vadiziant, e rejeur nebeutoc’h a van c’hoaz o klevet traou ken diskiant.

O velet ne c’helle ket dont a-benn euz he daol, an Tunk a sonjaz neuze rei da zibri ha da eva d’he zoudardet. Bernicot a zalc’he, d’ar mareou-ze, eun hostaleuri vraz, d’ar c’hreisteiz d’ar presbital, e korn ar vered koz. Eno e oue gourc’hemennet aoza ho fred d’an Tunk ha d’he dud, ha, va c’hredi a c’hellit, ne oue espernet na kik, na bara, na guin, na guin-ardant, na kement tra vad a oue kavet enn ti. Leiz kof a oue debret hag evet, ha glabouz a forz a ioa gand ar zoudardet, pa deuchont er meaz ; tomm oa d’ho ginou, e fesoun. Pae ar paour keaz Bernicot n’oa ket bet braz : ne oue ket zoken lavaret bennoz Doue d’ezhan. Brao c’hoaz oa bet d’ezhan, var ar gount a rea, pa n’oa ket bet bruzunet kement tra a ioa enn he di.

Euz a Blouescat, an Tunk a ieaz da Lanzeon [1], e kichenn menez ar C’hour. Mont a rea di abalamour m’en doa drouk ouc’h Paol Inisan, divar benn aot ar C’hernik, hag abalamour m’oa gourc’hemennet d’ezhan kas ganthan d’ar prizoun an Aoutrou Ian-Klaoda Inisan, persoun Plouzane, deuet d’ar gear, da di he vreur, Paol Inisan, ha n’en doa ket falvezet ganthan senti ouc’h lezennou ar republik.

Pell araok m’oa digouezet an Tunk e Lanzeon, oa bet Guillou Gaer, euz a Bontpolodou, o lavaret d’an Aoutrou Inisan kemeret an teac’h, rak edo erru ar zoudardet d’her c’herc’hat da vont d’ar prizoun, ha d’ar maro zoken marteze. He vreur, Paol Inisan, hen alie ive, en eur vouela zoken, da vont da guzet.

— It, va breur, emezhan, it da guzet. Kezek mad ha lijer a zo em marchosi ; kerent hon euz e Guiniventer hag e Sizun ; digemeret mad e viot gantho ; savit var varc’h, ar Morian a zo an dibr var he gein ouc’h ho kedal, ha paotred ar republik n’o deuz loan ebed ker prim hag hennez. Savit var ar Morian, va breur !

  1. Mar teu da henvel, pa vez red, hano he dad koz a Lanzeon, ha breur he dad koz, persoun Plouzane, an hini en deuz skrivet kount Ian Pennors, ne ket evit en em veuli nag evit en em fougeal eo, mes evit lavaret ar virionez. E levr an Aoutrou Levot, a zo komzet d’ehoc’h anezhan, hag er skridou chommet e ti-kear Guinevez, e c’heller guelet divar ho fenn, kals muioch eget na lavareur aman.