Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
emgann kergidu

dika a Vinevez ; setu perak an Tunk en doa drouk outho. E fesoun, kristen mad ha republikan a zo daou dra hag a zo diez d’en em lakaat d’en em glevet.

Bale a rea an Tunk hag he zoudardet varzu Trelez, rak persoun ar barrez-se a ranke da gaout. En eur vont abiou chapel Lochrist-an-Izelvet, an Aoutrou Inisan hag an Aoutrou de Bonnemetz a en em daolaz d’an daoulin evit en em arbedi ouc’h an Aoutrou Christ benniget ; n’oant ket evit dezelei ho fenn, rak staget oa d’ezho ho daouarn adre ho c’hein. Ho fedenn a oue kalounek, mez ne oue ket hirr, rak a veac’h m’oant daoulinet, ma krogaz daou pe dri zoudard e pep hini anezho ; sevel en ho za hag ho bunta var hent Lesneven a rejont en eur lavaret d’ezho gand eur c’hoarzadenn iudaz :

— Baleit, kos-beleien ; e kastel Brest o pezo amzer da bedi ho Toue, rak ne gredan ket e teufac’h kuit ac’hano varc’hoaz.

— Nag er zizun a zeu ken nebeut, eme ar re-all.

Persoun Trelez, an Aoutrou Cloarec, a ioa ive he hano gand an Tunk. Ne voue ket pell evit mont euz a Lochrist di. An Aoutrou Cloarec a ioa en iliz o kovez. Ne voue ket lezet da beurachui kofez an hini a ioa ganthan, evel m’oa lezet an Aoutrou Poullaouec, persoun Lokournan, da achui he ofern. Aoun a voa n’en diviche ive kemeret an teac’h. Abalamour da ze, kerkent ha ma oue en em gavet enn iliz, an Tunk a lavaraz d’he zoudardet terri dor ar gofesion a doliou kroz-fusil, ha tenna, divar bouez he zillad, an Aoutrou Cloarec er meaz, ma teuche da enebi. An Aoutrou Cloarec ne enebaz ket, ne dalie ket ar boan ; raktal e oue, evel d’an daou velek-all, staget, gand eur gorden, he zaouarn d’ezhan adre he gein. Goude-ze e oue furchet an iliz evit klask arc’hant santez Vendrok. Ne oue kavet netra ; arc’hant an iliz, kerkouls hag an traou sakr, a ioa kuzet er vered, eur mean bez ouc’h ho golo.

Mar lavarfen d’ehoc’h ez eaz goude-ze ar zoudardet d’ar presbital da eva ha da lounka, e lavarfec’h dign ne gountan d’ehoc’h nemed ar memez traou, ha kounta atao ar memez tra a zo inoui an dud. Mad, petra a fell d’ehoc’h ? N’ounn evit kounta nemed ar pez a zo guir, ha, dre ma’z eant, ar zoudardet ne reant nemed eva, dibri ha laerez.

Bourg Trelez a zo var eun dorgen huel, hag ac’hano e veler a bell a dro-var-dro. Klevet a reat tud o kaozeal