Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
emgann kergidu

a-bell, ha, diouc’h an trouz, ho c’homzou a ioa rok. An Tunk a deuaz er meaz euz an ti da velet petra a ioa a nevez ; anaout a rea ar vro-ze, ha n’oa ket ep enkrez. O sellet dirazhan, e velaz var an hent braz, dirak Kroaz-ar-C’hildu, eur vandennad vad a dud. Lod a ioa gantho peb a benn-baz, lod-all peb a geuneuden, lod-all peb a forc’h houarn, lod-all, peb a grok ; hag oll ez eant hag e teuent var an hent braz, skerj ho fenn, entanet ho daoulagad. Ar re-ze oa Ploueskadiz, Guineveziz ha Treizlez, eat kounnar ennho o velet ho beleien o vont gant soudardet ar republik. An Tunk ne oue ket pell evit divinout ar pez a ioa o vont da c’hoarvezout ganthan ha gand he zoudardet ; edont oll o vont da veza lac’het a daoliou baz, a daoliou peul, a daoliou forc’h hag a daoliou krok. Distrei a reaz buan d’ar presbital : kuzulia a reaz eur pennadig he zoudardet, ha kerkent e oue guelet pep hini oc’h en em gempenn da vont enn hent.

E leac’h diskenn da Groaz-ar-C’hildu, var an hent braz, an Tunk a lakeaz he dud da ziskenn, oc’h en em guzet a-hed ar c’hleuziou, dre an tu a-enep, da bount ar Zeaz, evit ho c’has dre an hentchou a-dreuz ; aoun en doa na viche deuet an dud divar ar meaz da lammet varnhan. Goude beza tec’het er c’his-se, evel dre laer, ez eaz abiou Plouider, ep mont er bourk, hag ec’h en em gavaz e Folgoat diouc’h an abardaez ; n’en doa ket kredet mont dre gear Lesneven, ha c’hoant tostaat ouc’h Brest en doa ive.

Antronoz, abred dioc’h ar mintin, n’oa ken hano e Lesneven nemed euz an Tunk hag he zoudardet. Klevet oa bet ar pez o doa great araok en em gaout e Folgoat. Mar doa unan-bennag hag a gave mad ha leal ar pez o doa great, an darn-vuia evelato a gave abek ennho, Ha setu perag ar mear hag ar re huella e karg, a deuaz da Folgoat da lavaret d’an Tunk lezer da zistrei d’ar gear ar veleien a ioa deuet ganthan enn derc’hent. Mez an Tunk, rokoc’h herrio c’hoaz eget n’oa enn dervez araok, abalamour m’en doa kavet e Folgoat eur vanden a zaou c’hant soudard, hag enn ho fenn eun den hanvet Ducoin, hag a ioa a du ganthan, a respountaz n’en doa mear Lesneven nag he dud netra da velet var he oberou. Hag e tiskouezaz d’ezhan an urz en doa bet digant renerrien Kastel da zestum beleien var he hent ha d’ho c’has d’ar prizoun da gastel Brest. Var gement-se n’oa netra da lavaret, ha Lesnevenniz a rankaz dont d’ar gear eb gellout ober ar vad o doa c’hoant. »