Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
emgann kergidu


PEVARZEKVET PENNAD


————
Kergidu


Kiza a rankchomp ive ’ta araok Canclaux hag he zoudardet. Lod ac’hanomp a ieaz euz a Gastel dre hent Plouenan, lod-all dre hent Rosko ha Santec, mez an darn-vuia a dec’haz dre an hent braz a iea euz a Gastel da Verven, ha me a ioa gand ar re-man. Canclaux a deuaz var hor lerc’h. Mez neuze an Aoutrou de Kerbalanek, euz a Blouvorn, a en em lakeaz enn hor penn. Gourc’hemenn a reaz d’ar re n’o doa ket a fuziliou, mont buan araok, ha d’ar re o doa fuziliou, chomm ganthan da viret ouc’h Canclaux da zont varnomp. Lakaat a reaz ar re-man d’en em guzet adre ar c’hleuziou, hag ac’hano e tennent var ar zoudardet, pa en em gavent azindan tenn. Mad a reaz, rak o velet se, Canclaux ne gredaz ket dont var hor lerc’h zoken betek an Hospital ; e fesoun, he zoudardet ne gavent ket eaz kaout tennou fuzil. Distrei a reaz e kear da ober aoun d’an oll, ar pez n’oa ket diez, rak, va c’hredi a c’hellit, Kastelliz n’edont ket ep nec’h goude m’oamp-ni eat kuit.

Evidomp-ni a ieaz betek Kroaz-Kombot, dirak hent braz Plouescat. Eno e chommchomp a-za, ha di e teuaz d’hor c’haout ar re o doa tec’het euz a gear dre an hentchou-all. Evit beza kollet e Kastel, n’oamp ket digalounekeat, pell ac’hano. En em glevet a rechomp da gas kelou d’an oll barresiou a dro-var-dro euz ar pez a ioa c’hoarvezet, ha da lavaret d’ar goazek iaouank dont, antronoz vintin da zivezata, d’hor c’haout var dro bourg Plougouloum, el leac’h m’oamp mennet da jomm da loja. Lavaret oue d’ezho ive digas gantho fuziliou, freier, eskennou-prad ha kement tra a c’helle terri ho fenn ouc’h ar republikaned. Sonj hor boa d’en em renka epad an deiz ha da vont d’abardaez e kear Gastel var Ganclaux hag he zoudardet. Goude beza kaset hor c’hanaded enn ho hent, ez echomp da vourk Plougouloum hag e tro-var-dro da glask eun tamm boed