Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
emgann kergidu

hag eur guchenn golo, rak anat oa d’eomp n’oat ket evit rei gueleou da gement-all a dud. Lavaret d’ehoc’h e ouemp digemeret mad e kement leac’h ma’z eamp, ne ket red ; anaout a rit Plougouloumiz. E kement ti ma’z eamp, e veze roet d’eomp ar pez a ioa a vella, hag ar re goz zoken ne felle ket d’ezho mont d’ho guele ; guelloc’h e kavent ho rei d’eomp ha mont ho-unan var ar c’holo. An Aoutrou de Kerbalanek epken ne deaz e guele ebed. Kemeret a reaz eul loan, hag, epad an noz, edo var vale, o vont du-man ha du-hont, da velet hiniennou ac’hanomp en doa lakeat var an hentchou, varzu Kastel, da zigas kelou d’ezhan e ken-kaz ma viche, araok an deiz, deuet Canclaux var hor lerc’h.

Canclaux a jommaz sioul e Kastel. Tud hor bro-ni avad ne chommchont ket er gear. Ker buan ha m’oa lavaret d’ezho mennoz an Aoutrou de Kerbalanek, pep hini a grogaz enn he fuzil. Ar re n’o d’oa ket, a deue gantho freier-houarn, eskennou-prad ha filc’hier. Mez ar falc’h n’oa ket lezet evel ma vez pa’z eer da falc’had ar foenn d’ar foennok ; troet oa he lagaden d’ezhi, hag evelse ec’h en em gave al lammenn a eeun gand an troad ; hevel oa ouc’h eun eskenn-brad, nemed m’oa hirroc’h ha pounneroc’h. N’oa ket hanter-noz pa en em gavaz ganeomp paotred Cleder, Sibiril ha Plouenan. Pell araok m’oa deiz ec’h en em gavaz paotred Plouescat, Guinevez, Lanhouarne, Guiniventer, Guitevede, Plouvorn, hag enn eur ger, an oll goazed en oad euz ar parresiou-all a dro-var-dro.

Abred dioc’h ar mintin edomp var zao, hag an Aoutrou de Kerbalanek a ioa ouc’h hor renka hag o lakaat mistri e penn peb banden. Ian Kerangueven, euz a vereuri Kerouzere, a ioa e penn Clederiz, Sibirilliz ha Plougouloumiz ; Paol Inisan, a Lanzeon, a ioa e penn Plouescadiz, Guineveziz, Lanhouarniz hag ar re a ioa deuet euz a gostez Pagan ; Per Prigent, a Vitevede, a ioa e penn tud he barrez ha kals re-all euz ar parresiou-all a dro-var-dro. An Aoutrou de Kerbalanek a ioa mestr var an oll ; outhan e ranke peb hini senti ; d’ezhan oa kas ac’hanomp el leac’h m’en diviche c’hoant, el leac’h ma viche izomm. Edot ive ’ta oc’h en em renka er c’hiz-ze, pa deuaz unan euz ar re a ioa lezet da daoler evez e Kroaz-Kombot, da lavaret d’eomp oa deuet Canclaux hag he zoudardet er meaz euz a Gastel gant ho c’hanoliou. Anat oa ez oant erru varnomp, mez dre be hent ? Dre hent Plouescat pe dre hent Berven ? Kaset e