Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
emgann kergidu

oue tud da velet. Epad m’edont oc’h ober ho zro, an Aoutrou de Kerbalanek a beur-achue da renka he dud, a gomze outho, a domme ho c’haloun d’ezho en eur ziskleria ec’h en em gannent evit ho Doue, evit ho bro hag evit ho Roue. Diskouez a rea ive da bep hini petra en doa da ober. Var dro nav heur-hanter e tistroaz hon tud enn dro da lavaret d’eomp ez ea Canclaux varzu Berven. O klevet an dra-ze, an Aoutrou de Kerbalanek a velaz gand eun taol lagad petra en doa da ober. Kas a reaz ugent ac’hanomp, ha fuziliou mad ganeomp, da guzet adren ar c’hleuziou, e sao Milin-ar-Stank, e tu Berven. Gourc’hemenn mad a reaz d’eomp ober peder bandenn, pemp e pep hini, ha lakaat d’an nebeuta kant paz etre pep bandenn. Pa deuche ar zoudarded azindan tenn d’eomp, e tliemp tenna hor pemp enn eun taol, ha, mar teuchet var hor lerc’h, tec’het dioc’htu ha dont enn eur park pe enn eur goaremm-all, atao o tont varzu Berven. Ma ne deuche den var hor lerc’h, n’hor boa nemet karga adarre ha tenna a-nevez pa gafchemp ar zoudarded e bek hor fuzil. Pep bandenn a dlie ober evelse.

Mont a rechomp enn hent ; en em guzet a rechomp enn eur goaremm lann azioc’h kanol Milin-ar-Stank. Edomp eno eur pennad a ioa, ha ne deue den dre an hent. Mennet oamp dija da zizenti ouc’h an Aoutrou de Kerbalanek ha da vont enn tu-all d’an dour, pa velchomp enn neac’h d’an diskenn, eur zoudard var loan. Chomm a reaz a-za eur pennad da zellet enn dro d’ezhan a gleiz hag a zeou, ha goude-ze ez eaz var he c’hiz. Neuze e klefchomp eun trouz, evel kroz ar gurun pa vez pell ; kredi a reamp zoken e krene an douar. Ar c’hanoliou eo a rea an trouz-se. Emaint erru, a lavaremp an eil d’egile ! Hag, evit guir, abarz nemeur e velchomp daouzek pe bemzek soudard var loan o tont araok. Diskenn a rechont betek ar pount, hag e chommchont a-za, nemet unan a en em zistagaz adarre diouc’h ar re-all hag a deuaz betek var eeun d’eomp-ni, ar pemp kenta. Mennet oamp da denna varnhan ; me a gave guelloc’h gedal, hag a lavaraz goustadik d’ar re-all :

— Gortozomp, paotred. Anat eo d’eomp eman heman oc’h ober aman ar pez en deuz great du-hont, enn tu-all, d’an neac’h, o sellet ha ne velo den, ha goude-ze e teuio he gamaraded ganthan betek aman. Pa vezint deuet-oll betek enn-omp, ni a skoio hor pemp enn eun taol hag ho diskaro d’an douar.