Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/154

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
emgann kergidu

Va c’hamaraded a zentaz ouzign, hag, e guirionez, ar pez am boa sonjet a c’hoarvezaz. Ar zoudard a zistroaz da gaout he dud, hag ho femzek e teuchont araok. Edont var eeun d’eomp pa roaz dign Per Kemener eun taol ilin en eur lavaret :

— Sellit du-hont ’ta, Ian ! Trei a riz va fenn, hag e veliz an hent braz enn neac’h ar zao goloet a dud.

— N’euz forz, a leverchon da Ber, evit ar re-man a rankomp da gas d’ar bed-all ; goude-ze e teuio tro ar re-hont.

N’oamp ket bet pell evit lavaret ar c’homzou-ze ; evelato hor boa roet amzer d’ar pemzek soudard da vont dreistomp. N’oant ket eat re hirr, ha me lavaret :

— Tan, paotred !

Hor pemp tenn a grozaz, ha ker buan e klefchomp pemp tenn-all laosket gand hor pemp kamarad a ioa huelloc’h d’an neac’h ; etrezomp edo ar zoudarded. Daou zen hag eul loan a jommaz var an hent braz ; eun all a ioa a ispill ouc’h he varc’h, eun troad d’ezhan er stleuk hag he benn o ruilla hag lammet var an douar divar an eil mean var egile. Ar re a ioa chommet e buez a zistroaz d’an daou-lamm varzu ho c’hamaraded.

Neuze e velchomp kabal e touez ar zoudarded a ioa chommet d’an neac’h. Dont a rechont d’ar red d’an traon, lod var loan, lod-all var droad. Guelet a reamp n’oamp ket evit herzel, hon ugent, ouc’h kement-all a dud. Senti a rechomp ouc’h gourc’hemennou an Aoutrou de Kerbalanek, dont a rechomp var hor c’hiz, oc’h en em guzet adren ar c’hleuziou ; ha, savet d’an neac’h, etre Milin-ar-Stank ha Kroaz-Mean, e chommchomp adarre da c’hedal paotred ar republik. N’hor boa ket a aoun ; fouge a ioa ennomp o veza diskaret soudarded da Ganclaux.

Breman evelato eo diesoc’h d’eomp ho zizout rak ne deuont nemed a vandennou braz, ha n’oamp ket, hon ugent, evit gedal kement-all a dud. Evelkent, araok unnek heur, hor boa diskaret d’an nebeuta eun all c’hoaz, rak chommet oa var an hent. Me gred hor boa ive tizet meur a hini.

Euz a Blougouloum e veze klevet an tennou, gouzout a reat ive ’ta edomp e krok gand soudarded Canclaux. An Aoutrou de Kerbalanek a velaz, enn eun taol lagad, petra en doa da ober. Kas a reaz he dud da guzet adren Kervrenn,