Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/155

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
emgann kergidu

Keinigou ha Kreac’h-Moiek, ha divar an hent braz, den n’ho guele. Lod-all a ioa e Tosen-Fantik.

Ni a gendalc’he da zont var hor c’hiz dre ma teue beac’h varnomp, hervez m’oa gourc’hemennet d’eomp. P’en em gafchomp dirak Tosen-Fantik, e kafchomp eno Paol Inisan, hag a lavaraz d’eomp :

— Aman, goazed, e rankomp chomm, hag aman e rankomp derc’hel penn, epad eun hanter-heur d’an nebeuta, oc’h Canclaux hag oc’h he zoudarded. An Aoutrou de Kerbalanek en deuz her lavaret dign, ha red eo senti.

Chomm a rechomp a za da c’hedal. Canclaux ne zaleaz ket d’en em gaout. Me her lavar d’ehoc’h, an tennou a iea hag a deue, ne ket dioc’h kount. Ni ne dosteamp ket re, ha Canclaux ne grede ket ken nebeut dont re vuan varnomp. Guelet a rea oa e Tosen-Fantik tud ha n’o diche ket lezet anezhan da dremenn. Trei a reaz divar an hent braz gand eul loden euz he dud, evit mont abiou Begavel, da vaner Kergidu. Ac’hano en doa c’hoant skei varnomp a gostez, epad ma viche al loden-all euz he dud o skei varnomp dre an hent braz. Tenna a reaz ive ugent pe dregont tenn kanol, mez ne reant ket a zrouk d’eomp ; mont a rea an tennou dreist hor penn da skei er zao, varzu Berven, enn tu-all d’an dour.

O lakaat he dud el leac’h m’en doa ho lakeat, an Aoutrou de Kerbalanek en doa he sonj. Epad m’edomp-ni e Tosen-Fantik oc’h en em ganna ouc’h Canclaux, eun daou-ugent den bennag a ziskennaz var an hent braz, d’an traon, hag a freuzaz pount Kergidu. Eur veach ar pount freuzet, den ne c’helle mont euz an eil tu d’egile euz ar ster, rak re ledan eo da lammet dreist, ha re zoun an dour d’he zreuzi var an troad.

Pa oue freuzet ar pount e oue lavaret d’eomp-ni ober an neuz da ziskenn d’an traon, evel pa hor biche c’hoant da dec’het. Ober a rechomp ar pez a oue lavaret deomp, ha Canclaux hag he zoudarded a deuaz var hor lerc’h ; kaout a rea d’ezho n’oa ken nemed hon drailla da ober. Ne ket an dra-ze a c’hoarvezaz. Ar re euz hon tud-ni a ioa kuzet adren Kervrenn ha Keinigou, a dreuzaz, lod anezho, an hent braz evit mont da Loklouer ha da Benn-an-Traon. Er c’hiz-se oa trouc’het hent Kastel ouc’h Canclaux, n’oa ken evit dont var he c’hiz ; n’oa ket evit mont araok ken nebeut, rak freuzet oa ar pount. Kelc’het eo ’ta Canclaux ganeomp ; red