Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
emgann kergidu

eo d’he dud beza lazet ganeomp-ni, pe beza beuzet gand dour ar ster. Canclaux ne zaleaz ket da velet oa lakeat er zac’h gand an Aoutrou de Kerbalanek ; anaout a rea he vicher. Abalamour da-ze e c’hourc’hemennaz d’he zoudarded kas achanomp kuit euz a Dosen-Fantik. Eno en doa c’hoant da lakaat he ganoliou evit gellout, ac’hano, tenna varnomp a bep tu, varzu Begavel ha Penn-an-Traon, kerkouls ha varzu Kreac’h-Moiek, Keinigou ha Kervrenn. Evit se e roaz urz d’he zoudarded da zont varnomp, evel enn derc’hent e Kastel, ho baionnettez e bek ho fuziliou. Mez ni hor boa desket eun tamm ho micher. El leac’h tec’het, p’ho guelaz o trei varzu ennomp, an Aoutrou de Kerbalanek a griaz a-bouez he benn :

— Var zao hag araok, paotred Breiz ! A benn herr var an dispac’herien ! Skoit gand ho freier ha gand ho filcher starta ma c’helfot ! Evit ho Toue, evit ho pro hag evit ho Roue eo ec’h en em gannit. Kaloun ie ’ta, paotred Breiz, ha dao d’ezho !

Ar c’homzou-ze a lakeaz ar goad da virvi enn hor goazied ; el leac’h trei kein e teuchomp d’ar red var ar zoudarded. Ar re ho doa fuziliou a denne hag a ziskare pep taol ho den ; ar re n’o doa nemed freier, eskennou-prad pe filc’her, a lamme var ar zitoianed. E neb leac’h ne oue biskoaz en em gannet gand muioc’h a ioul. Ne glevet a bep tu nemed ar c’homzou-man : « Dao atao varnezho... Beac’h d’an dud fall ha dizakret... Dalc’h mad ’ta, Ian... Toulgof anezhan ’ta, Perr... Torr he benn outhan ’ta, Herve... Ne velet nemed skei a gleiz hag a zeou, ha skrijuz oa guelet hiniennou o rankout lakaat ho zroad var gorre ar zoudard mac’hagnet evit tenna he forc’h pe he falc’h er meaz euz he gorf. Kriz oa kement-se, mez ar c’henta oa ar guella kaout ar benfek evit en em zifenn pe evit skei adarre. Ar re o doa eskennou-prad a skoe a dro-chouk hag a faoute penn eun den evel eun irvinenn. Soudarded ar republik a jomm mantret ha sebezet... N’int ket evit herzel ken, c’hoant o deuz da gemeret an teac’h ; mez, siouaz evit-ho ! n’int ket evit hen ober, rak kelc’het int ganeomp a bep tu. N’int ket evit mont varzu Berven, rak freuzet eo pount Kergidu ; n’int ket ken nebeut evit distrei da Gastel, rak ni a zo a bep tu d’an hent braz, adalek Tosen-Fantik betek Begavel, hag enn tu-all. Eun heur c’hoaz hag hini euz ar zoudarded ne jommo e buez evit mont da lavaret da Vrest, pe d’he vro, e peleac’h eo bet lazet ar zoudarded, he gen-vreudeur, ha Canclaux, he jeneral.

Great oa ’ta gand Canclaux hag he zoudarded, a gave