Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/159

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
emgann kergidu

omp-ni, red eo hen anzao. Senti a reamp evit guir, mez evelato kals o doa c’hoant da ober ho fenn ho-unan, hag er c’hiz-se ne vichent ket kavet, pa viche red, el leac’h m’oa izoum anezho. Ha neuze, breman eo savet ar c’hanoliou betek Keinigou, hag ac’hano e touarent ac’hanomp evel enn eur c’hoari. Kollet oamp, siouaz ! anat oa. Neuze an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz d’eomp :

— Goazed a galoun oc’h, en em virit evit eur veach-all. Houman eo an abaden genta d’eomp gand ar republikaned, mez ne ket an diveza, pe Kerbalanek a varvo abarz nebeut. Evit miret da goueza etre daouarn hon enebourien, it pep hini d’he gear da c’hedal ma kemennign d’ehoc’h dont adarre d’am c’haout.

Senti a rechomp : pep hini a droaz varzu he gear. Ar zoudarded ne gredent ket dont re vuan varnomp, rak gouzout a reant pe seurt digemer a gavent. Abalamour da ze e oue eaz avoualac’h d’eomp-oll tec’het dioc’h Kergidu en eur vont adreuz dre ar parkeier, hag oc’h en em guzet a-hed ar c’hleuziou.

Canclaux ne zaleaz ket ken nebeut da vont kuit ha da zistrei da Gastel gant ar Prat, goude beza destumet he dud varo, ha lakeat e kirri he zoudarded mac’hagnet. P’edont o vont kuit abiou Kroaz-Mean, eur paour keaz koz, ne rea nemed klask an aluzen, a zigoraz he zor, o klevet trouz, evit gouzout piou a ioa o vont dre an hent. Eur zoudard her guelaz, a vizaz d’ezhan, a dennaz varnhan hag her lazaz, hen a n’edo ket e doare da ober drouk da zen.

Ma rankaz tud ar vro tec’het, e Kergidu, araok Canclaux, n’oant ket digalounekeat evit-se. Eur guchenn ac’hanomp, me gred oamp eun daou-ugent bennag, a lakeaz enn hor penn bale var he lerc’h. Dioc’h ar mintin oamp bet betek Milin-ar-Stank ouc’h hen diambrouk, ha breman hor beuz c’hoant da vont d’hen ambrouk hirra ma c’hellimp. Bale a rechomp ive ’ta a dreuz ar parkeier, hag en em gaout a rechomp gand Canclaux goude m’oa savet, varzu Kastel, dioc’h Milin-ar-Stank. Skei a rechomp-oll a-unan, ha lakaat a rechomp kemmesk, kabal ha skrab e touez ar republikaned. Ne gredaz den dont var hor lerc’h, mez tennet e oue, a-hed an hent braz, er parkeier, a gleiz hag a zeou, daouzek pe bemzek tenn kanol ne rechont drouk da zen. Eur pennad larkoc’h e c’hoarvezaz ar memez tra, ha larkoc’h c’hoaz kement-all ; betek Kermoruz ez echomp varlerc’h.