Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
emgann kergidu

eur sakrilach ; n’oa ket diez d’ezho, rag an Iliz n’e deuz nag archerien na soudarded da zifenn he zra. Evel-se ne oue ket pell ar frapad : leveou ar Zent a oue guerzet dre bevar c’horn ar vro, ha roet kazi evit netra, rag izomm arc’hant a ioa, ha ne gavet ket kals a dud da deuler var al leveou-ze, rag ar feiz a ioa c’hoaz beo e goueled kaloun ar Vretouned. N’euz forz, kavet e oue unan bennag da brena, hag an ilizou a oue lakeat paour glez.

Prest goude beza gwerzet leveou ar Zent e teuaz e penn ar republikaned guerza ive ar chapelou, ar berejou ha beteg an ilizou zoken. Pe seurt guir o doa da ober kement-se ? Guir ebed, nemed ar guir en euz ar bleiz da lounka ar penn-danvad, abalamour ma’z oant ar re grenva. Abaoue al laeronsiou-ze eo e teu ar mear, e kalz a barreziou zo, da ober he vestr var ar berejou ha var ar guez a vez ennho. Mar eman herrio an archerien hag ar zoudarded a du ganthan, evel guechall gand ar republikaned, n’ema ket evelato enn he vir o terc’hel an traou-ze dioc’h he gostez, rag gouzout ervad a ra ne deuont ket a berz-vad.

Madou ar c’houentchou ha madou an noblanz a c’hoarvezaz gantho ar memez tro. Pe seurt guir o doa ar republikaned adarre da ober al laeronsiou-ze ? N’o doa ket muioc’h eget n’o doa da laerez an ilizou. Atao e kavent, evit dont a benn euz ho zaol, eun abek bennag ; rag an nep en euz c’hoant da laza he gi a gaf atao eur c’hlenved bennag d’ezhan : ma ne gaf ket enn eun tu e kavo enn eun tu-all ; ma ne vez ket kavet a gleiz e vezo kavet a zeou. Her gouzout a rit kerkouls ha me, tud difeiz ne droont jamez kein da izign ebed, mad pe fall, evit dont a benn euz ho zaol : peb hent a zo mad d’ezho gant ma c’hellint tapout ho c’hrog.

Evit dont a benn euz ar veleien, evel m’oant deuet a benn euz madou an Iliz, ec’h en em lakechont e doare da lammet, digant ar Pab hag an eskibien, ho galloud varnezho. Hiviziken, var ho meno, eur persoun, eur c’hure a dlie beza hanvet enn he barrez gant ar c’houarnamant : Eskob na Pab ebed n’o doa da velet var gement-se. Pa ne bliche ket eur persoun pe eur c’hure d’ar c’houarnamant, e viche kaset da eur barrez-all, pe zoken lammet he garg diganthan. Heuill a ranke e peb giz hag e pep tra ali ar c’houarnamant, mad pe fall, evel ma viche e viche. Ha c’hoaz e ranke ar veleien toui var ho c’houstianz senti ouc’h al lezennou difeiz-ze.