Ha ni hor boa lazet tud ? Ne oufen ket her lavaret d’ehoc’h, rak ne deamp ket ha n’oamp ket evit mont da velet. Ar pez a zo guir, eo, hervez m’hel lavar Mortimer-Ternaux, skrivagner gall en deuz komzet euz a emgann Kergidu, ar pez a zo guir eo ez euz merket, er parreziou a dro-var-dro, hano meur a zoudard lazet, hag enn ho zouez eman zoken hano an hini a ioa e penn paotred ar C’halvados, am euz komzet d’ehoc’h anezho. Dre gement-man e velit oa bet stard an traou ganeomp hag hor boa kempennet brao avoualac’h Canclaux hag ar Prat, kerkouls var hent Kastel hag e Kergidu.
Ne c’hellan ket kounta d’ehoc’h aman kement tra a galoun a oue great epad emgann Kergidu ; pep hini a reaz ar pez a ioa dleet, ar pez a c’hellet da c’houlen diganthan. Evelato e rankan lavaret d’ehoc’h ar pez a reaz eur vandenn merc’hed deuet d’hon heul. Micher ar merc’hed eo aoza boed er gear, diouall ho bugale, penselia dillad ho zud, ne ket avad beza o vrezellekaat gand zoudarded, guir eo an dra-ze. Mez e Kergidu, n’oa ket ar memez tra. Eno, enn hon touez-ni, n’oa soudard ebed, den a vrezel ebed ; eno n’oamp nemet tud euz ar vro, en em zestumet evit difenn hor feiz, hor Roue, hon tud hag hor bro, hag ar merc’hed-se enn hon touez a ioa evel pa vichent er gear. Eur vad vraz a rechont d’eomp. Epad an emgann, pa velent unan-bennag diskaret, ez eant varzu ennhan d’hen destum, d’hen digas gantho a gostez evit her prederia, evel eur breur, pe e viche anavezet gantho pe ne viche ket ; avoualac’h oa d’ezhan beza a du ganeomp-ni. N’o doa ket a aoun na rak Canclaux na rak he ganoliou. Kaer a ioa tenna, ne reant van ; digas a reant