Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/171

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
emgann kergidu

mac’h anavez doare ar vro. Abalamour da ze e pedan ac’hanoc’h da zigas dign soudarded, ha digasit dign muia ma c’helfot, rak anez e c’hellomp beza-oll lazet aman. Red eo d’eomp diskouez fors soudarded ha fors kanoliou evit esa ober eun tamm aoun da dud pennek ar vro-man. »

Varlerc’h, merket :

« CANCLAUX, jeneral. »

Ma ne lavar ket Canclaux penn-da-benn ar virionez d’he vistri a ioa e Paris, ma tro he stal braoik avoualac’h, ne ket evit nac’h da viana oamp-ni en em gannet a galoun. Piou a deuio varlerc’h kement-se da lavaret oa bet eur bugaleach emgann Kergidu ?

Paotred iaouank a Vreiz-Izel, ma rankit, eveldomp-ni, kregi enn ho fuzil, dilezer ti ho tad, — ne ket me eo her goulenn d’ehoc’h, — evit difenn ho pro, ho peleien hag ho relijion, grit ar pez en deuz great Ian Pennors hag he gamaraded, hag ho pezo great ar pez a c’houlenn Doue diganeoc’h.



Dilost ar C’henta Lodenn