Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
emgann kergidu

eme an oll. N’oc’h euz nemed henvel ar re a gerfot, oll e chomimp a galoun vad.

— Mad, neuze me a jomo va-unan var an hent gand paotred Plouvorn, tud va bro, ha re Guikourvest. Ar re-all a c’hell mont enn tiez da zibri ha da ehana.

Kerkent al loden vrasa ac’hanomp a ieaz gand tud Trelaouenan d’ho ziez : d’an Aoutrou de Kerbalanek ha d’ar re a ioa chomet ganthan, e oue digaset da zibri ha da efa kement ha ma karient.

Nag e oue debret c’houek an tamm bara-ze ! Nag e oue kavet mad ! Bennoz Doue da dud Trelaouenan da veza bet ker kalounek ha ker mad enn hor c’henver ! Ho zamm bara en doa digaset buez ennomp.

E miz meurs e teu buan an noz. Erru oa an abardavez ha mall oa d’eomp klask hol lojeiz enn tu pe du. N’oamp ket evit chom e bourk Trelaouenan, rak re dost edomp da Gastel ha da Gergidu, ha n’oamp ket breman avoualac’h a dud evit herzel ouc’h Canclaux hag he zoudarded. Da beleac’h ez aimp-ta ?

An Aoutrou de Kerbalanek, goude m’oa achu hor pred ganeomp, hor galvaz oll enn dro d’ezhan hag a lavaraz d’eomp en eur c’hoarzin :

— Alo, paotred, peger buan e sao an tamm bara an den var he dreid ! Bremaik edoc’h o vont da goueza var ho penn, ha breman eman adarre an tan enn ho lagad. Guell a-ze, rak emgann Kergidu, mar d’eo bet ar c’henta, ne vezo ket an diveza, da viana evidon-me.

— Nag evidomp-ni ken nebeut, eme an oll.

— Nag evidoc’houi ! Tridal a ra va c’haloun ouc’h ho klevet. Lakeat oc’h euz ive ’ta mad ha stard enn ho penn difenn betek ar maro ho Toue, ho relijion, ho roue hag ho pro ?

— Ia, ia, Aoutrou de Kerbalanek, betek hon huanad diveza. Fisiout varnomp a c’hellit, ha n’hon euz ken mall nemed da skei adarre var soudarded ar republik.

— Vad a ra d’am c’haloun ho klevet, mez setu aman eun dra. Varc’hoaz hag en dervesiou varlerc’h, Canclaux a guzo soudarded ha tud euz he berz e pep parrez hag e pep ti euz pep parrez, marteze da c’houlen hanoiou ar goazed.

Ma ne vezit ket er gear p’en em gavo den Canclaux, e vezo lavaret edoc’h e Kergidu hag e vioc’h barnet d’ar maro, me gred. Guelloc’h, a gaf dign, eo mont d’ar gear,