Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
emgann kergidu

d’an nebeuta d’ar re a zo dimezet, ha d’ar re-all a zo muia izomm anezho. Pa vezo red, me ho kalvo adarre.

— Ha c’houi, petra a reot ?

— Me a jomo e kuz aman hag ahount, el leac’h ma kavo dign e vezo an easa koueza var Ganclaux hag he zoudarded.

— Ni a raio eveldoc’h, eme eur vandenn dud iaouank.

— Ne fell ket dign oc’h alia re, rak gouzout a ran e vezo poan. Aliesoc’h marteze e rankimp kousket er meaz, etouez al lann, eget enn eun ti, etre diou linser.

— N’euz fors, ni a jomo ganeoc’h, a en em ganno ganeoc’h betek ar maro.

— Ne zalc’hign ganen nemed ar re a zo galvet da vont da Gastel d’an tenna d’ar zort, hag ar re a zo bloaz pe zaou iaouankoc’h, rak ar re-ze, ma ne jomont ket ganen-me, a vezo kaset a bell bro da veza soudarded d’ar republik, ha da ober el leac’h-all ar pez a rank ar zoudarded ober dre aman, enn despet da zarn anezho marteze.

— Bikenn ! bikenn, ne daimp da zoudarded ar republik.

— Nann, n’oc’h euz ket a c’hoant da vont e mesk tud hag a ra kement a draou fall ; abalamour da-ze e talc’han ac’hanoc’h ganen, mez ne jomo nemedoc’h ; ar re-all a alian da zistrei fenoz pep hini d’he gear.

— Ni a jomo ive, ni a jomo ive.

— Nann, ne fell ket dign, abalamour m’euz lod ac’hanoc’h dimezet ha m’euz izomm er gear euz a lod-all evit gounit eun tamm bara d’ho zadou ha d’ho mammou. Hag ouc’hpenn-ze, penaoz e c’hellfenn-me beva kement-all a dud ? Nann, nann, bezit sentuz, goazed ; va c’hredi a c’hellit, ne espernign ket ac’hanoc’h pa vezo red. Daoust hag er mintin-man n’em euz ket lavaret d’eoc’h lammet var soudarded Canclaux ? Koulskoude e c’hellac’h beza lazet ; ha meur a hini, siouaz ! a zo chomet var an dachenn. N’em euz ket bet a druez ouzoc’h pa ranket en em ganna, ar memez tra a rign adarre pa vezo red.

— Mad, diez e kavomp ho kuitaat.

— Soublit ho penn, ha sentit ouzign.

— Ha c’houi, da beleac’h ez eot ?

— Setu aman petra m’euz sonjet : red eo d’eomp klask golo enn eur vro vad, e kreiz an dud a zo a du ganeomp, evit ma vezo easoc’h d’eomp kaout eun tamm boued ha klevet kelou euz a zoudarded ar republik. Me gaf dign al leac’h braoa evidomp, eo koajou Kermenguy. Eno e vezimp etre