Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/177

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
emgann kergidu

Plougoulm, Sibiril, Cleder, Plouescat, Guinevez, Sant-Nouga, Guitevede ha Plouvorn. Ma ne c’helleur ket dont euz a eun tu d’hor c’haout e teuor, me gred, euz a eun tu-all, hag, er c’hiz-se, hor bezo bevanz ha keleier. An Aoutrou de Kermenguy goz n’eman ket er gear, evit guir, rak, evel a c’houzoc’h, ranket en deuz tec’het da Vro-Zaoz, abalamour m’en deuz roet skoazel d’an Aoutrou de la Marche, eskop Kastel, da gemeret an teac’h ha m’en deuz klasket eul lestr d’ezhan da dreuzi ar mor. Eur goall goll eo an dra-ze evidomp, rak he vugale a zo iaouankik-flamm. Mez he verourien en deuz kemennet mad, hag ober a raint evidomp ar pez a c’hellint da ober.

— Mad, Aoutrou de Kerbalanek, pa ranker senti ouzoc’h, her greomp. Ne ankounac’haimp ket ac’hanoc’h, ha d’hon amezeien a dro-var-dro, e lavarimp e peleac’h e viot. C’houi ne ankounac’haot ket ac’hanomp ken nebeut ; fizianz hon euz er pez oc’h euz lavaret d’eomp. Kenavezo ! ar c’henta ar guella.

— Kenavezo, tud a galoun !

Araok en em zispartia oamp en em glevet evelhen : Pa deuche unan-bennag, enn noz pe enn deiz, da zigas d’eomp bevanz pe geleier, ne dlie ket dont he-unan, mar gellche, mez atao digas ganthan eun all pe zaou. Sevel a dlie, enn tu-bennag, e ribl ar c’hoajou, var eur c’hleuz ; ha neuze, houpa teir gueach ha distag, o tifreza houpadenn ar gaouenn. Goude an trede gueach, ni a dlie houpa d’hon tro, eur veach epken, evit diskouez hon doa klevet hag e peleac’h edomp. Ma ne houpachemp ket, e tliet reded a-hed ar c’hoajou hag ar goaremmou a dro-var-dro, enn eur houpa atao teir gueach, an eil varlerc’h eben, ken na glefchet ac’hanomp oc’h ober eun houpadenn. Pa vichemp klevet, e tliet dont varzu ennomp oc’h houpa atao eur veach enn amzer, ha ni a dlie respount bep tro goustatoc’h goustata, dre ma tostachet ouc’h al leac’h ma vichemp ennhan. — Unan-bennag a dlie chom var eur c’hleuz evit ober ar ged, ha diouall na gouesche an dispac’herien varnomp. Hennez, ma velche pe ma klefche eun dra-bennag, a dlie leuskel c’hueac’h pe zeiz houpadenn stag-oc’h-stag, evel ar gaouenn o vont kuit pa vez spountet gand eun dra-bennag. Goude-ze e tlie en em ruza a-hed ar c’hleuziou evit gouzout e pe du e troc’he ar zitoyaned. Ma teuchent varzu ennomp, e tlie kenderc’hel da houpa c’houeac’h pe zeiz gueach stag-oc’h-stag,