Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/178

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
emgann kergidu

ha ni a dlie tec’het guella ma c’hellchemp. Mar dachent abiou, pa vichent eat pell avoualac’h, e tliet, evel er veach kenta, houpa teir gueach distag.

Evel a velit, an traou a lakeamp enn urz vad araok en em zispartia. Eun dra-all a rejomp c’hoaz : rei a rejomp hor ger an eil d’egile da zifenn bepred, hag e pep leac’h, betek ar berad diveza euz hor goad, hon Doue, hor relijion hag hor roue. Goude-ze e kimiadchomp an eil dioc’h egile, ha me her lavar d’eoc’h, ne oue ket hep doan. Lod a iea d’ar gear da gaout ho zud, ha lod-all a iea, evel bleizi, da loja er meaz etouez al lann pe e kreiz ar c’hoajou...

Ni a deuaz da goajou Kermenguy, hag en eur vont ec’h ejomp d’ar Gear-a-Draon da gerc’hat peb a vriad kolo da astenn azindan-omp, evit en em viret dioc’h glebor an douar. Araok gourvez var hor c’huchenn golo, an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz d’eomp :

— Leveromp hor pedennou evit trugarekaat an Aoutrou Doue da veza herrio hon diouallet. Ne ankounac’haomp ket ken nebeut hor mignouned, ha leveromp eun De Profundis evit ar re a zo marvet e Kergidu.

Meur a veach em euz pedet a greiz kaloun, a gaf dign : nepred ne zilezan va fedennou ; ne gredan ket evelato e ve biskoaz deuet euz va c’haloun eur beden ker c’houek hag an hini a riz enn abardavez-se e koat Kermenguy.

Skuiz oamp, ne ket souez : kousket c’houek a rejomp oll betek antronoz vintin ; nemed unan ac’hanomp, pep hini d’he dro, a ioa chomet dihun evit ober ar ged. Ne viche ket bet red beza kement-se var evez, rak ne oue klevet netra nemed chilpadenn skiltruz al louarn o reded varlerc’h ar c’had pe al lapin, hag houpadenn kanvaouuz ar gaouenn var dro maner Kermenguy. Al loened gouez a ioa dinec’h ; ne gouient ket e ranke kristenien dont da loja er meaz eveld’ho, e kreiz ar c’hoajou hag e mesk al lann.

Kerkent ha m’ouemp savet divar hor c’huchenn golo, an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz adarre ar pedennou a vouez huel, evel m’ho levereur e pep ti kristen. Hen eo a ranke ho lavaret, abalamour m’oa hen ar mestr varnomp, rak n’oa chomet belek ebed ganeomp. Ar re a ioa eat d’ar gear, en derc’hent da noz, o doa ho c’haset gant-ho, abalamour, a lavarent, ma tlie ar veleien mont adarre da guzet enn tiez m’oant boazet da veza enn-ho araok. Er c’hiz-se, emezho, e viche easoc’h ho c’haout pa viche tud klan da gofez,