Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/181

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
emgann kergidu

gregi enn dud evit ho c’has d’ar prizoun pa droe enn ho fenn. Evelato, ne deuent ket a-benn euz ho zaol e kement leac’h ma’z eant. E Landeboc’her, paotred Guillou Berthou hag ho amezeien, da c’hedal anezho da vont kuit, a ioa en em guzet adren eur c’hleuz, e kichen an ti, ha p’edo ar zoudarded, leun ho c’hof, o vont a-biou d’ezho, a-hed an hent, a laoskaz varnezho beb a denn hag a ziskaraz eun dek pe zaouzek. An taol-ze a skuillaz ar spount etouez ar republikaned : dont a rejont var ho c’hiz da Verven, hag edont eno, eur pennad a ioa, o tiviz petra da ober, pe distrei da Gastel, pe chom e Berven, hervez m’oa gourc’hemennet d’ezho.

Enn eun taol e klefchot, e tu ar Vengleuz, var hent Lanhouarne, kanaouennou ha iouc’herez. Petra ioa-ta a nevez enn tu-ze ? Setu aman.

Ian Prigent, mear Guitevede, hag a ioa ganeomp-ni e Kergidu, o velet penaoz o doa stourmet ouc’h ar republikaned paotred Landeboc’her, ha pegen eaz oa sevel tud ar vro a enep soudarded Ganclaux, a deuaz enn eun taol enn he benn mont da Lanzeon da gemenn da Baol Inisan dont dioc’htu gand tud he vro varzu Berven, evit rei an taol diveza d’ar republikaned. Ne c’hellaz ket, siouaz ! dont a-benn euz he vennoz. P’edo o tistrei divar hent Lanhouarne evit mont varzu ar Vengleuz, ec’h en em gavaz dirak eur strollad soudarded hag a deue varzu enn-han. N’oa ket evit tec’het, rak n’edo ket daou c’hant paz diout-ho. Ian Prigent ne gollaz ket he benn evit-se. Var an hent oa eur paotrik a zaouzek pe drizek vloaz o tiouall he vioc’h. Ian Prigent a ieaz d’her c’haout hag a lavaraz d’ezhan :

— Ro peoc’h, va faotr ; lez da vioc’h ganen-me. N’en em gavo drouk ebed gant-hi : me eo mear Guitevede.

Ha kerkent Ian Prigent lakaat he zourn var ar vioc’h en eur skei varnez-hi, gand eur vialennik, da vont araok, evel pa viche bet o vont gant-hi d’ar foar. Kaout a rea d’ezhan en diviche gellet er c’hiz-se mont abiou hep m’en diviche sonjet den ebed enn-han.

Ar zoudarded, evit guir, ne reant nemed mousc’hoarzin o velet Ian Prigent o c’horta he vioc’h enn he raok. Mez ar c’habiten a ioa eun tamm lian enn dro d’he benn, goude beza great eur zell out-han, a jomaz krenn enn he za.

— Soudarded, soudarded, krogit enn den-man : heman a ioa e Kergidu.

— Me, eme Ian Prigent, a ia da esa guerza ar vioc’h-