da Baol Inizan petra a ioa c’hoarvezet gand Ian Prigent, ha d’hen digas ganen, hen hag he dud, da gaout an Aoutrou de Kerbalanek.
Al loar a ioa o sevel p’edon oc’h en em lakaat enn hent : digoc’hen oa an amzer. Eur pennad brao a vale am boa da ober evit mont da Lanzeon, ha poan am boa c’hoaz em morzed glazet e Kergidu : Evelato e kave dign e vichenn araok an deiz e penn va beach. An Aoutrou de Kerbalanek, o velet ac’hanoun o kamma, a lavaraz dign en eur c’hoarzin :
— Kea atao, Ian Pennorz, e kanol Keraouell e kavi dour. Laka eur pennad da vorzed ebarz hag e teuio da zistana, ha nebeut goude da barea.
— Louzou marc’had mad, Aoutrou, eo hennez ! Emaoc’h oc’h esa ober goap ac’hanoun ; mad, hen ober a rign, rak an tan a zo em morzed.
Destumm a riz va benviachou tenna-tan, hag eur pennadik goulou koar, gand aoun n’am biche izoum da velet sklear eun tu-bennag, epad an noz. Goulen a riz va bouledou ha va foultr evit gellout en em zifenn ma viche red : kregi a riz em fuzil. Kenavezo ar c’henta, a liviriz d’am c’henvreudeur, ha me enn hent, en eur jilgammat, a-zindan diou-askell an Aoutrou Doue ha va Eal-mad.
Anaout mad a-rean an hent euz a goajou Kermenguy da Geraouell, mez aoun am boa o vont a-hed an hent. Marteze pa sonchenn nebeuta e koueschenn, evel Ian Prigent, e kreiz eur vandenn soudarded. Abalamour da-ze e teuen a-hed ar c’hleuziou dre ar parkeier. Kredi a c’hellit ne rean ket eun hent eaz ; meur a veach oa bet ribinset va (dremm) bisaich ha va daouarn dign, gand an drez hag ar spern, o