Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/185

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
emgann kergidu

oa digoret ar glaz. Guellaat a rea dign, plega hag astenn va gar a c’hellenn breman hep poan ebed : edon e doare da vont da Lanzeon heb aoun da jom enn hent.

Pegeit e chomiz enn dour, ne oufen ket her lavaret. Edon erru er meaz pa gleviz tud o tont, enn eur gaozeal, var an hent braz, a-hed bali maner Keraouell. Piou oa an dud-se ? Hag int-hi a ioa tud ar vro, tud a relijion hag a zoujanz Doue ? Hag int-hi a ioa soudarded ar Republik ? N’oa ket eaz dign her gouzout, hag abalamour da-ze a chomiz sioul etouez va raoz. Ne zalejon ket da c’houzout piou oant, rak dont a rechont betek pount Keraouell, azioc’h va fenn. N’oa ken hano gant-ho nemed euz an Aoutrou Borgne de la Tour, euz an Aoutrou de Kerbalanek, euz a Ian Prigent. Kement ha ma c’hellenn ho c’hlevet, e kavaz dign edont o klask an Aoutrou de Kerbalanek, hag an Aoutrou de la Tour, evit ober d’ezho, emichanz, evel o doa great da Ian Prigent. N’oa ket ar c’homzou-ze kelou brao d’am skouarn. Eun tamm aoun a grogaz enn-oun ; plega a riz va fenn, soubla a riz ken izel, mac’h en em gaviz, heb gouzout penaoz, azezet er ganol eleac’h beza var he ribl. C’hoant am boa da veza kuzet gand ar raoz hag ar brouan.

Ne ouzoun ket pe em boa great trouz o rikla er ganol, pe n’em boa ket ; da viana, unan euz ar zoudarded ne ehane da grial d’ar re-all oa eur c’houeriad kuzet etouez ar raoz. He gamaraded a c’hoarze goab d’ezhan ; mez seul-vui ma c’hoarzet d’ezhan, seul bennokoc’h a-ze n’oa ken.

— Daoust ha piou, eme ar zoudarded, a iafe da guzet e kreiz an dour ? Diot eo tud ar vro-man, evit guir, mez n’int ket diskiant avoualac’h evelato evit ober traou evelse.

Kaer a oue her goapaat, hen ne reaz van ebed : derc’hel a rea atao d’he lavar, evel pa viche bet an diaoul enn he gorf.

— N’am c’hredit ket, emezhan ? Mad, bremaik e velot ha ne ket guir ar pez a lavaran.

— Daoust ha c’hoant mont da ziliaoua ec’h euz e kreiz an noz, e kanol Keraouell ?

— Ne ket da ziliaoua eo ez an ; d’ar chase, avad, ne lavaran ket.

— Da chaseal petra ?

— Da chaseal tud, enebourien ar Republik. Ne glevit-hu ket eur c’hi o c’harzal ?

— Eo, klevet a reomp eur c’hi o c’harzal, pe o iudal ; ne ouzomp ket kals petra ra.