Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
emgann kergidu

— Dioc’h he harz, hennez a zo eur c’hi chase. Me a ia d’her c’herc’hat, hel laosko aman etouez ar raoz hag e vezo guelet unan-bennag o sevel alese. Da c’hedal ma vezign distro, diouallit mad n’e daio kuit ar re a zo kuzed a-ze etouez.

— Bez dinec’h var gement-se, ni a ziouallo mad, ha n’hor bezo ket a boan o viret ouc’h den da vont kuit ac’halen.

— Guelet a vezo great.

Hag hen kuit ac’hano da Gerc’hoenner, da zistaga Polidor, ki chase braz an Aoutrou Borgne de la Tour, perc’henn maner Keraouell, a ioa e Kerc’hoenner abaoue m’oa eat he vestr d’ar prizoun, ha ne rea nemed harzal ouc’h he stag. Hen digas a reaz gant-han, hag hen isa a reas etouez ar raoz.

Enn taol-man e kave dign oa great ganen. Sevel a riz va c’haloun varzu Doue ; goestli a riz, mar gelchenn dont e buez ac’hano, mont diarc’henn da bardouna da Zant-Ian-ar-Biz, va fatrom. — Ne ket-ta, ne dlien ket c’hoarzin ? Polidor a iea hag a deue, dre douez ar raoz, a lamme dreist ar goueriou bian hag a biltrote dre an dour kement, ma rea dudi ar zoudarded a zelle out-han divar ar pount. Furcha a ra dre oll... Tostaat a ra ouzign... Evit doare en deuz klevet ar c’houez ac’hanoun... Great eo ganen ! Evelato me ne finven ket muioc’h eget na ra tour ar C’hernik gand eur barrad avel.

Soudarded ar republik a heulie, a daol-lagad, Polidor, guella ma c’hellent. N’oant ket evelato evit guelet mad avoualac’h, rak ar raoz a ioa re hir ; ha kaer e doa al loar beza sklear, n’oa ket koulskoude ker sklear hag an deiz. N’oant ket evit heulia ar c’hi nemet dre an trouz a rea o piltrotat dre ar goueriou bian : a veac’h e veleur ar raoz oc’h horzella.

M’en diviche great Polidor eun harzadenn epken, oa great ganen evit ar bed-man : dek tenn d’an nebeuta ho diviche dioc’htu torret va fenn ouzign. Mez sant Ian, va fatrom benniget, en doa selaouet va fedenn. Hag evit guir ive avad, divezatoc’h oun bet diarc’hen o pardouna e Sant-Ian-ar-Biz ; rei am euz great guerz eun ofern d’an Aoutrou Persoun, ha prena am euz great, d’ar sant, eur c’houlaouenn goar a nao real ha daou vennek.

Ar paour keaz ki ! Kerkent ha m’en em gavaz ganen, e chomaz eur pennad a za da zellet ouzign. Ne zaleaz da