Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
emgann kergidu

N’oan ket en em faziet, e Kerc’hoenner eo o doa lakeat an tan. Devet oa kement tra ioa : an ti, ar granchou, ar c’hreier, ar c’holoeier hag ar c’hoat da ober tan. A drugare Doue, tud an ti n’o doa bet droug ebed : epad m’oa bet ar zoudarded oc’h ober ho zro e pount Keraouell, o rei eun tamm spount di-me, o doa oll kemeret an teac’h, rak guelet a reant oa kordigellet a fallagriez kaloun ar zoudarded ; an dra-man am beuz klevet abaoue.

Me a jome mantret o velet kement-all a dan hag a c’hlaou, pa zantiz eun tamm tomder o tont enn-oun.

— Sell-ta, eme-ve dign va-unan ; gleb oun hag aman euz eun tan braz, kouls eo dign sec’ha va dillad araok mont kuit, rak anez e vezign skournet araok varc’hoaz vintin.

Ha me tostaat ouc’h an tan, trei ha distrei outhan a dren, araok hag a gostez. Ne ouenn ket pell evit beza seac’h, rak eno oa berniou glaou, herder gant-ho, evel n’oc’h euz guelet biskoaz. Heb ma gouient, ar zoudarded o doa great, enn dro-man, eur vad vraz di-me. Pedi a riz em c’haloun an Aoutrou da bardouni d’ezho an torfet-se. Koulskoude ne ket Ian Pennors eo an hini a bed aliez evit ar zitoyaned ; mez enn dro-man, evel a lavaran d’eoc’h, o doa great vad dign, hag eur veach ne ket atao eo.

Goude beza sec’het va dillad ha lakeat eun tamm tomder em izili, e tistroiz var va c’hiz da glask va fuzil, va boledou, va foultr, va direnn ha va benviachou tenna-tan am boa kuzet, evel a ouzoc’h, var eur c’hleuz azioc’h pount Keraouell. Kaer am boa klask ne gaven netra : koulskoude al laer ne c’helle ket beza bet dre eno : marteze ive oa eun tamm badinellet va fenn, hag an dra-ze n’eo ket iskiz. N’oa ket eiz dervez m’oan eat euz ar gear, hag em boa guelet kement a draou, ma kave dign oa hanter-kant vloaz abaoue m’oan eat euz a di va zad. N’em boa ket kollet va fenn evelato, hag ober a riz neuze ar pez am euz great abaoue bep tro m’oun en em gavet nec’het ; en em erbedi a riz ouc’h ar Verc’hez Vari hag ouc’h sant Ian, va faeroun ; goulen a riz sklerijenn digant-ho evit en em anaout, en eur lavaret d’ezho n’em boa ken ioul nemed difenn va Doue, va roue ha va bro.

Me gaf dign e oue selaouet va fedenn, rat enn eun taol va dourn a gouezaz var eun dra-bennag a galed : va fuzil oa ; e fesoun em boa he c’huzet mad. An traou-all a gaviz enn he c’hichen. Sederraat a reaz va c’haloun ouc’h he c’haout, rak ne gaven ket diriskl bale heb va fuzil. Evelato,