Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/189

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
emgann kergidu

d’ar mare-ze, kaout eur fuzil a ioa kaout merk-ar-guir evit mont d’ar maro. An dra-ze ne rea netra : gand va fuzil, da viana, e c’hellenn en em zifenn, hag, her lavaret a c’hellan d’eoc’h, gant-hi em euz kaset meur a zispac’her d’ar bed-all. Setu me adarre krog em fuzil, guelleat d’am morzed, va-unan var an hent braz. An traou a ioa c’hoarvezet ganen abaoue m’oan diskennet e kanol Keraouell, o doa lakeat ac’hanoun da ankounac’haat ar pez en doa gourc’hemennet d’ign an Aoutrou de Kerbalanek ; ankounac’heat em boa e ranken beza araok ar mintin e Lanzeon. N’oan ket re zivezat, ha, ma n’en em gafche netra ganen, e vichen c’hoaz araok goulou-deiz e penn va beach.

En em lakaat a riz enn hent, mez ne iz ket a-bell. Epad m’edon e touez ar raoz, o toura va morzed, em boa klevet, evel a ouzoc’h, ar zoudarded o vont kuit goude beza lakeat an tan goall e Kerc’hoenner, mez ne gouien ket varzu peleac’h oant eat. Mad, breman ne ket diez dign her gouzout. Kerkent ha m’oenn savet dioc’h Keraouell, e veliz Croaz-ar-Pab, eur groaz vrao meurbet, diskaret ha torret. Anat oa dign oa tremenet ar republikaned dre eno. Hogen, hennez eo hent Guinevez hag hini Lanzeon. Ha fur oa dign ober ar memez hent gant-ho ? Lod a lavaro dign marteze e tlichenn beza eat var ho lerc’h, ha pa ne viche bet ken nemed evit lavaret da Baol Inisan beza var evez pe kemeret an teac’h, rak oat erru varn-han. Pep hini a lavaro ar pez a garo, me n’oan evit goulen ali ouc’h den, hag a reaz va fenn va-unan. Euz a Geraouell da Lanzeon, n’euz nemed an hent braz penn-da-benn ; ar zoudarded a dlie beza eat dre an hent-se, ne c’hellenn ket-ta en em gaout enn ho raok, pa’z eo guir oant eat euz a Gerc’hoenner evit eun heur a ioa d’an nebeuta. N’oan ket, evel a velit, evit kas kelou ebed da Baol Inisan. Sonjal a riz neuze trei a gleiz ha mont da Vaner-al-Liorzou, da di Herve Soutre, breur-kaer da Baol Inisan, hag ive kerent tost avoualac’h di-me. Hennez a dlie gouzout eun dra-bennag, ha dioc’h ma lavarche dign, me a iache da Lanzeon pe a zistroche da lavaret d’an Aoutrou de Kerbalanek penaoz ez ea an traou. Klemmit ac’hanoun, mar kirit, mez na it ket da lavaret en defe bet aoun Ian Pennors rak ar republikaned, abalamour n’oa ket eat da Lanzeon.


————