Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/191

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183
emgann kergidu

Mez Maner-al-Liorzou n’eman e kichenn hent braz ebed, ha soudarded Canclaux a dle gouzout dija pegement a goust d’ezho dont enn hentchou bian divar an hentchou bras. Paotred Landeboc’her o doa roet d’ezho eur gentel vad enn derc’hent.

Goude-ze o deuz her gouezet guelloc’h ; ha me, evit va lod, em euz hen desket d’ezho meur a veach.

Evelato, er C’hroaz-Hent, dirag ar maner, ne gaviz ken enn he za ar groaz vean a ioa eno, hag em boa diraz-hi ken aliez a veach lammet va boned. Enn eur zellet enn dro dign, e kaviz tamm aman tamm a-hount, stlapet e kichen eur poull dour ; ennhan, me gred, oa taolet an tammou all. « Asa ! eme-ve, dre aman euz c’houez ar rost ! Ar zitoyaned pe an diaoul a zo tremenet dre aman, rak int-hi hepken a c’hell beza, er c’hiz-man, bruzunet kroaz hor Zalver ! Na petra lavaran, ar zitoyaned pe an diaoul ?... An eil hag egile, me hen toufe, rag an diaoul a zo e kaloun ar zitoyaned, ha dre-ze ez eont atao a-unan. »

Mad, an traou-ze a lakeaz diez va spered. Dont a riz da gaout aoun, nann abalamour dign va-unan, rag va fuzil a ioa ganen, hag, araok mervel, me am biche c’hoariet ar vaz ha diskabellet meur a hini, mez abalamour d’am c’houmper Herve Soutre, abalamour d’he bried, Katel Eukat, ha d’an daou elig binniget ho bugale.

Er venojenn, e kichen an ti, e veliz kalz roudou tud, roudou bouteier ler, roudou bouteier ler-goat. O velet kement a vale dre eno e chomiz a-za mantret.

Kement-man a dud ne d-eont jamez var eun dro da Vaner-al-Liorzou ; hag ar groaz a zo du-hount bruzunet er C’hroaz-Hent !

Heb gouzout re perag, en em lakiz da vale buannoc’h varzu ti va c’houmper Herve Soutre. Eur veach pe ziou oan chomet a-za da c’houzout ha me a glefche eun tamm trouz-bennag enn tu pe du. Nann, sioul oa an noz, didrouz oa tro-var-dro, ne gleven nemed va c’haloun o lammet em c’hreiz.

Pa en em gaviz dirag Maner-al-Liorzou, oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gaf dign. Araog diskenn euz ar park enn hent, ec’h en em harpiz ouc’h ar c’hleuz a-zindan eur skour lann ; chom a riz hep tenna va alan, astenn a riz va skouarn da zelaou ha me a glefche eun dra-bennag a bell pe a dost. Allaz ! Netra, netra ! Ker sioul oa Maner-al-