Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
emgann kergidu

lakaat a riz va skouarn da zelaou ; mez kaer em boa sellet ha selaou, ne velen seurt, ne gleven netra. « Mad, red eo e kouskfent evel gozed enn ho zoullou, pa ne zihunont ket, eme-ve en eur vont da gichenn prenestr starn-an-daol. »

Lakaat a riz va fenn er prenestr, ha, va fri harp ouc’h ar guer, ec’h esaiz guelet e diabarz an ti. Mez ne oan evit guelet netra, ha setu me nec’hetoc’h eget biskoaz. Skei a riz kren avoalac’h, gand va dourn serret, var ar prenestr ; netra ne finve, netra ne respounte ! Diez oa va fenn ; red oa dign kouskoude gouzout petra ioa c’hoarvezet, hag evit-se e ranken mont enn ti. Dont a riz da gaout an nor : serret oa. Skei a riz varn-hi krenvoc’h c’hoaz evit n’am boa great var ar prenestr. Netra ! netra ! Eo, pa lavarign mad ; kaout a rea dign beza klevet adarre evel unan-bennag o klemm dre douez skourrou ar guez dero, ha zoken, n’edo ket pell diouzign.

Rei a riz d’ezhi neuze eun taol penn-skoaz hag e tigoraz a-flao. Trouz an or o tigeri a reaz aoun dign. Ia, aoun am boue, me, Ian Pennors, ha kouskoude n’eo ket eaz va spounta. Perag em boue aoun ? Ne oufen ket her lavaret ; me gred oa abalamour ma ne respounte den ac’hanoun ha ma velen an ti du diabarz. N’oan ket evelato evit dont var va c’hiz... Dont a reaz da sonj dign enn eun taol, edo ganen, em godel, va benviachou tenna-tan hag eur pennad goulou koar. Alumi a riz va goulaouenn...

Petra veliz neuze ? Oh ! eur rann-galoun oa ! Guele Herve, a ioa e kichenn an aoled, a ioa divarc’het ; arbel Katel Eukat a ioa diskolpet a daoliou bouc’hal ; an dillad a ioa stlapet aman hag a-hount dre al leur-zi ; eur grucifi euz ar re vraoa, e doa bet Katel, pa zimezaz, digant itroun goz maner Maille, a ioa eat kuit...

Arabat eo d’eoc’h kemeret souez o velet ac’hanoun o sellet ker pis-se ouc’h an traou : c’hoant am boa da c’houzout piou a ioa bet dre eno. Gouzout a rean o doa an dispac’herien kasouni ouc’h hor relijion hag ouc’h hon Doue, mez gouzout a rean ive e karient dreist pep tra, er brezeliou a reant d’eomp, an arc’hant hag ar pez a c’helle talvezout arc’hant. Hogen, krucifi Katel Eukat a dalie dek skoued, dioc’h ar gount a ioa great, deiz an eured, pa oa bet lakeat da ober an dro da daol an dud-nevez, var eur plat stean ker guenn hag arc’hant.

Pa veliz oa eat kuit ar grucili vrao-ze, e teuaz da anat